Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Reportage -
Youl tud yaouank Jeorjia a-enep lezenn Rusia
Klasket en deus Parlamant Jorjia votiñ ul lezenn heñvel-kenañ ouzh hini a zo brudet fall e Rusia. Bez eo bet manifestadegoù e kêrbenn ar vro rak ne oa ket a-du ar bobl da vevañ en ur gevredigezh heñvel ouzh hini a zo e Rusia er mare-mañ
Par Anna Mouradova pour ABP le 14/03/23 7:49

Abaoe ar 7vet a viz Meurzh 2023 ne baouez ket an tabut e Jorjia a-zivout raktres ul lezenn diwar-benn ar re a resev ar gopr eus broioù all : mediaoù ha kevredigezhioù hag ivez an dud ordinal a vez kaset dezho arc’hant eus broioù estren a rank, hervez al lezenn-se, bezañ dindan kontrol rik ar stad. Al lodenn vrasañ eus an dud a soñj dezho eo heñvel-kenañ ur raktres seurt-se ouzh al lezenn rusian brudet fall, hini a vez implijet evit kastizañ ar re n’emaint ket a-du gant politikerez ar vro.

Ar re yaouank ganto bannieloù Europa ha Jorjia.

Eveljust ne oa ket ar gevredigezh evit lezel ar Parlamant votiñ evit ul lezenn ken dañjerus evit frankiz an dud. Bodet eo bet un tolpad evit manifestiñ a-enep «al lezenn rusian», e kreiz-kêr Tbilissi dirak ar Parlamant. Ar re yaouank dreist-holl, ganto bannieloù Europa ha Jorjia. Klask a rejont mont e-barzh met n'int ket bet lezet hen ober : ar boliserien a grogas da gas anezho kuit dre zour ha gaz. Koulskoude ne oant ket ar vanifesterien evit mont kuit, ha chomet int betek ar mintin. Tud zo a zo bet gloazet (ar polis ne lavar ket pet den ez resis). Unan anezho, Zaza Beriachvili ne c’hell gwelout nemet gant ul lagad bremañ. 58 poliser o deus bet kudennoù yec’hed ivez goude an emgann. Kement-se n’eo ket bet gwelet abaoe 2019, pa oe un enkadenn bolitikel. Met n’eo ket echu gant manifestadegoù goude kement-se.

Prezidantez Jorjia, Salome Zurabichvili, prest da lakaat ur veto war al lezenn-se.

Gwir eo e c’hell ul lezenn seurt-se bezañ dañjerus evit frankiz ar vro. Dre se prezidantez Jorjia, Salome Zurabichvili hec’h añv, hag a oa d’ar mare-se o kejañ gant politikerien er Stadoù-Unanet, a lavaras e vefe lakaet ur veto ganti war al lezenn-se rak d’he mennozh n’eo ket evel se e c’hello ar vro mont war-raok war-du Europa.

Manifestadegoù adarre.

A-du e oa ar bobl ganti hag e oa adkroget kement tra d’an 8vet a viz Meurzh : deuet eo adarre un tolpad, niverusoc’h c’hoazh, dirak ar Parlamant war straed Rustaveli. Strinket an dour warno, met ne raent nemet dañsal bannieloù Europa en o daouarn ha sloganoù evel «Nann d’al lezenn rusian ! ». Unan eus ar re a oa o tañsal gant banniel Europa a zo o labourat en ti-kêr, pezh a zo un tamm souezhus rak kargidi an ti-kêr a zo sañset bezañ a-du gant parti «Kartuli Otsneba» a ren ar vro bremañ. An Aotrou Maer Kac’ha Kaladze a zo sekretour-meur ar parti-mañ. Kement-se a dalv eo un tamm diaes ober eus Jorjia ur vro ma vez an holl a-du gant ar renerien.

Parlamant Jorjia o votiñ a-enep al lezenn-se.

Prest e oa ar vanifesterien en em vodañ adarre met d’an 9vet a viz Meurzh e oe graet buan-kenañ ur votadeg evit al lezenn. Ne oa nemet unan eus ar c’hannaded a oa a-du (lavaret en deus goude ne oa ket a-du e gwirionez, ur fazi a oa bet gant an urzhiataerezh), ar re all o deus votet a-enep «al lezenn rusian» ha skarzhet e oa dinac’het al lezenn. Souezhet ha laouen e oa al lodenn vrasañ eus an dud pa oa reoù all un tamm ankeniet rak aon o deveze rak un dispac’h pe un dra bennak evel-se. Koulskoude sioulaet eo bet Tbilissi goude se rak anat e oa e oa tu, daoust d’an holl diaesterioù, lakaat ar gouarnamant selaou ouzh ar bobl.

Evit chadenn tele Russia Today : un abeg da gregiñ gant ur brezel nevez ha bombezañ Tbilissi !

Evel-se e c'helle bezañ echu an istor, met pezh a lakaas ar jorjianed un tamm souezhet a oa doare ar bolitikerien ha kazetennerien Bro-Rusia da gomz diwar-benn kudennoù diabarzh ar vro. Seblantout a rae ne blije ket kalz dezho an emglev-se. Renerez ar chadenn tele Russia Today - Margarita Simonian - a skrivas e oa kement-se un abeg da gregiñ gant ur brezel nevez ha bombezañ Tbilissi. Pezh a lakaas ar jorjianed da grediñ e oa al lezenn-se e gwirionez savet dindan levezon Rusia. Setu bremañ e vo gwelet hag echu eo istor al lezenn arvarus-se pe get.

AM

Voir aussi :
31  0  
Cet article a fait l'objet de 3758 lectures.
logo
Anna Mouradova a zo ur skrivagnerez a vev e Tbilisi, Bro-Jeorji
[ Gwelout pennadoù all gant Anna Mouradova]
Vos 2 commentaires
hepmouezh Le Mercredi 15 mars 2023 09:20
Hag hervez c'hwi, Piv a oa ar kevredigezhoú bizet gant al lezenn-se? Ne ginnigent ket al lezenn hep soñjal e unan bennak.
(3) 
De Hepmouezh à hepmouezhLe Mercredi 15 mars 2023 21:15
hervezocʼh :-D
(1)
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 4 multiplié par 3) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

  • newsletters Newsletters
  • rss Flux RSS - français
  • rss Flux RSS - breton
  • facebook ABP sur Facebook
  • twitter ABP sur X
  • youtube Chaîne Youtube ABP
  • Le blog du site web
  • 2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons