Alies ne vezont ket gwelet, trugarekaet, enoret : koulskoude ma ne vefe den a-dreñv ar pilligoù, pe an davarn, ma ne vefent ket aze evit aozañ gouelioù ar vro, trist e vefe bro Breizh...
Goude ar bandemiezh tout an dud a lâre : "ne vo ket posubl da dutañ tud a youl-vat, re start e vo". Ya, diaes eo bet e lec'hioù zo, met mod pe vod, e oa bet kavet evit an Erer kozh, evit ar Fil, evit holl festivalioù ar vro an "daouarn vihan" a zo o labourat evit naetaat, degemer, fardañ krampouezh, renkañ... a youl-vat. Gant ma vint enoret, lakaet e kuzulioù merañ, pedet e touez ar "pennoù-bras" a dremen alies dirazo hep ur "boñjour", nag ur "mat an traoù ganeoc'h ? "...
1 | 0 | Tweet |
|