Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Communiqué de presse -
Priz Sten-Kidna Le long cours du Bono 2013 da Aziliz Bourgès
Ar priz lennegel Sten-Kidna Le long cours du Bono, roet get kumun Ar Bonoù ha Kerlenn Sten Kidna, a zo aet da Aziliz Bourgès ar blez mañ evit he levr
Par Christian Le Meut pour Sten Kidna An-Alre le 24/03/13 12:16

Ar priz lennegel Sten-Kidna Le long cours du Bono, roet get kumun Ar Bonoù ha Kerlenn Sten Kidna, a zo aet da Aziliz Bourgès ar blez mañ evit he levr An Diaoul ouz taol (2102/Emgleo Breiz). Levr muiañ karet an dek den ezel ag ar juri, brezhonegerion a vro An Alre a zo bet plijet get doare Aziliz Bourgès da adsevel mojenn Kêr-Is. Daet eo Aziliz Bourgèz d'Ar Bonoù disadorn paseet, 23 ag ar miz Meurzh. Ar priz a zo bet roet dezhi get Jean Lutrot, eil maer Ar Bonoù ha Michel Demion, kuzuler kêr. 700 ¤ a vez roet bep blez d'ar skrivagner priziet. Mich Beyer, Herve Gouedard, Riwall Huon, Yann Bijer o deus bet ar priz-se, savet e 2009.

Ar pal : priziiñ ul levr faltazi, romant pe danevelloù, nevez embannet. Ur sonj vat eo evit sikour get ar re a skriv e brezhoneg hiriv an deiz.

Ur priz e galleg a vez roet ivez, priz Bernard Moitessier, war tem ar veaj (unan gwir pe unan ijinet), hag a zo dibabet get ur juri all : aet eo da Tropique du Bayanda, get Virgile Charlot (Arthaud). Bernard Moitessier, moraer mill vrudet a zo interet er Bonoù.

Kerlenn Sten Kidna deus krouet ar blez mañ ur "priz ispisial", evit levrioù e brezhoneg ha n'int ket na romantoù na danevelloù. Daniel Doujet en deus bet ar priz-se evit e labour kempenn hag adembann "Etrezomp e brezhoneg", kronikennoù Job Jaffré bet embannet barzh La liberté du Morbihan etre 1965 ha 1986. Testennoù berr, kentelius hag aes da lenn, skrivet e brezhoneg mod Bro Pourlet, a ziar traoù a bep sort : istor ar vro, mojennoù, gizioù an dud, ha c'hoazh. Embannet eo bet pemp levr betek bremañ get Emglev Bro An Oriant, hag ar c'hwec'hvet a zo war ar stern. Gwerzhet e vez barzh stall Coop Breizh an Oriant.

Get Aziliz Bourgès ha Daniel Doujet e vez roet dañvez talvoudus d'ar re a lenn e brezhoneg, ha d'ar re zesk ivez. Trugarez dezhe.

Kerlenn Sten Kidna

Voir aussi :
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 1 multiplié par 2) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

  • newsletters Newsletters
  • rss Flux RSS - français
  • rss Flux RSS - breton
  • facebook ABP sur Facebook
  • twitter ABP sur X
  • youtube Chaîne Youtube ABP
  • Le blog du site web
  • 2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons