Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Communiqué de presse -
Gouel Kan ar Vartoloded e Pempoull 12-14 a viz Eost
Edito ar presidant. En hent war-du faltazi ar morioù kelt. O vont a-benn d'ar sklosennoù ha d'ar barrioù-tourmant e kendalc'h Gouel Kan ar Vartoloded gant e hent, ha tizh dezhi bremañ etrezek
Par Pierre Morvan pour Fête du Chant de Marin de Paimpol le 15/07/11 0:07


Edito ar presidant :

En hent war-du faltazi ar morioù kelt

O vont a-benn d'ar sklosennoù ha d'ar barrioù-tourmant e kendalc'h Gouel Kan ar Vartoloded gant e hent, ha tizh dezhi bremañ etrezek e dekvet gouel.

Goude morioù yen an Hanternoz, aodoù ar mor Kreizdouarel, broioù ar Reter, an Afrik hag an Amerik eo tem an « Ehanoù Keltiek » an hini a zo bet dalc'het evit 2011.

Ergerzhet e vo gant ar Gouel sonerezhioù ar galaksienn geltiek en he fezh, eus an Asturias da vro Iwerzhon, pe da C'h/Galisia, eus bro Gerne da vro Gembre ha da vro Skos, hep ankouaat Breizh, evel just, nag an diaspora kelt. Ur seurt distro d'ar gêr, a-raok adkregiñ e 2013 gant ar merdeiñ a bellvor war-du tiriadoù diabelloc'h.

An dibab-mañ ne viro ket ouzh ar Gouel a zerc'hel un toullad prenestroù digor frank war sonerezhioù ar bed, evel just.

Adkavet e vo ivez gant amourouzien ar Gouel kement tra a blij dezhe, ha da gentañ-penn an niver bras a strolladoù kanoù martoloded a vo war kaeoù Pempoull « e-giz er gêr », met ivez muzikoù heoliek, fañfarioù, bagadoù, festoù-noz, diskouezadegoù, tañvadegoù produioù eus ar vro…

Ha tost da dri c'hant bag hengounel, leuniet gante ar poull niv.1, hag a sikouro, gant o gouelioù liesliv, da reiñ liv ar fest da borzh kozh Pempoull.

Emgav a zo roet deoc'h evit Gouel Kan ar Vartoloded a zeu, an 10vet, war kaeoù Pempoull d'ar gwener 12, d'ar sadorn 13 ha d'ar sul 14 a viz eost 2011. Plijadur 'vo !


Pierre Morvan, prezidant Gouel Kan ar Vartoloded

(voir le site)


Tomm eo ar gouel ivez ouzh yezh ha sevenadur Breizh. Implijout a ra panelloù hag ul lec'hienn Genrouedad divyezhek, lezel a ra ur plas bras da sonerezh Breizh, ha degemer a ra produioù eus ar vro e kêriadenn an diskouezerien. Gant an holl oberoù-se eo deuet Gouel Kan ar Vartoloded da vezañ ar c'hentañ gouel eus Breizh o tapout (e 2008) al label Ya d'ar Brezhoneg live 1 roet gant Ofis ar Brezhoneg.

E 2005 e oa emezelet ar gouel ouzh ar gevredigezh Produet e Breizh. Gant ur c'hoant boutin : labourat evit ma skedo an touristerezh, evit ma tiorroio armerzh ar c'horn-bro, dre lakaat en a-raok un identelezh kreñv. Talvoudoù da rannañ…


Gouel Kan ar Vartoloded

12 Str. an 18 a viz Even

BP 125

22503 Pempoull Cedex

02 96 55 12 77

02 96 55 12 78

paimpol.fcm [at] wanadoo.fr

(voir le site)

– Darempredoù gant ar Mediaoù :

Aoura :

Patricia Téglia – Pgz 06 85 11 10 85 -   patricia [at] aoura.com

Julie Bataille – Pgz 06 75 46 81 65 - assistante [at] aoura.com

– Titouroù touristel

Ti an douristed Pempoull-Gouelou

(voir le site)

BP 234 - 22504 Pempoull Cedex -

Pgz. 00 33 (0)2 96 20 83 16

tourisme [at] paimpol-goelo.com

Voir aussi :
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 4 multiplié par 9) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

  • newsletters Newsletters
  • rss Flux RSS - français
  • rss Flux RSS - breton
  • facebook ABP sur Facebook
  • twitter ABP sur X
  • youtube Chaîne Youtube ABP
  • Le blog du site web
  • 2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons