War-lerc’h kement a vloavezhioù a bromesaoù n’eo ket bet doujet oute gant an dilennidi, ur promesa digant Johanna Rolland e 2014….war-lerc’h kalzig a sondadegoù evit unvaniezh ar vro abaoe 50 bloaz, war-lerc’h stourmerezh ha lobbying, dreist-holl hini ar gevredigezh Breizh Unvan, war-lerc’h ur skrid-goulenn, o voda 105.000 sinadur evit ur referandom...Dre ledanaat diazez dilennel war-zu EELV-ar re C’hlas eus an Intron Maerez PS (houmañ bet dilennet dre ur c’henlod a 38 % nemetken eus an dilennerien enrollet e kentañ tro), hag ivez dre an ekologour Florian An Teuff, 13vet eilmaer, e-karg eus « skodoù breton », hag ivez dre an dilennidi UDB e-korf an ti-kêr adal 2014, bet marc’hataet gante krogad ar banniel adalek kentañ-tro dilennadeg-kêr 2020, a-benn ar fin ez eo bet savet da vat banniel Breizh, e-tal ti-kêr an Naoned.
(brezhoneg gant Yann LUKAZ)