Souezhus e oa emvod kelaouiñ ar FIL, goude bout diskleriet e oa un tamm "kelt" ivez, setu Murry Head o stourm a-enep ar gazetennerien, a-enep ar bolitikerien, hag o tiskouez e vo start an amzer da zont...
Kool ar paotr e tennis gwenn ha gant ur chupenn jeans, en e aes e galleg, e saozneg, oc'h ober goap ouzh kazetennerien ' oa er sal, o lavarout ne soñje ket e oa kelt bro C'halisia, o lavarout ne vefe ket skrivet ul levr gantañ, kar "n'eus ket amzer da lenn evit ar re yaouank ! Ne lennont ket ha ne selaouont ket evit 60% anezho ur ganaouenn betek ar fin..."
Mat e vefe gouzout pegement eo gopr ar c'haner brudet er bed holl hag a zo o stourm a enep ar c'hapitalism hag ar re a ra arc'hant e pep lec'h...
0 | 0 | Tweet |
|