Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
Iliz Trelevenez (Penn-ar-Bed), Kraou Nedeleg: ganet eo bet!
Iliz Trelevenez (Penn-ar-Bed), Kraou Nedeleg: ganet eo bet!
- Chronique -
Betlehem : pedavare eo bet c’hoarvezet Nedeleg ?
Goude Pellgent Nedeleg…
Par J-L Le Floc\'h pour ABP le 25/12/23 21:23

E 2023 ez e eo bet ispisial amzer Nedeleg e Betlehem (Beth-lehem) , hervez ar c'heleier, rak ar brezel etre stad Israel ha tachennad Gaza. Serret eo bet mont-tre da gêr Vetlehem d’an douristed, hervez kont. Un overenn zo bet evit nozvezh Nedeleg, mes gweladenner ebet o tont eus broioù estren, ma ’m eus komprenet mat.

Betlehem ?

Pelec’h ? Sklaer eo an Avieloù war ar poent-se. « Kêr David anvet Betlehem » (Lk 2,4), pe c’hoazh «E Betlehem Youda » ( Mz 2,3). Skrivet ha diouganet (Mika 5,11, hervez un notennig eus Maodez Glanndour https://alliamm.bzh/PDF.php?pdf=1.%20Ar%20Bibl%20Santel%20-%20Ar%20Pevar%20Aviel ) eo bet er Bibl yuzev, meur a gantved a-raok na vefe c’hoarvezet an darvoud istorel anavezomp dindan an anv a Nedeleg (pe Nouel) ... Setu evit al lec’h. N’eus ket da faziañ na diwar ar gêriadenn, na diwar al lec’h (hirio an deiz, ar penniliz istorel) d’am mennozh.

Ouzhpenn-se, ar re zo bet e Betlehem a oar peseurt douar zo tro war-dro. Douar ? Tachennad paour ha roc’hellek, mad da gavout ur «c’hraoù » (damm-)naturel pe ur goudor bennak dindan ar vandenn-mañ-vandenn a roc’h….

Pegoulz ?

Se zo un afer all. Mil-vrudet eo deut da vezañ an anv a Vetlehem, er bed a-bezh, abaoe daou-vil-vloaz dre m’eo bet ganet eno Jezuz. Daou-vil-vloaz zo? Ar bloaz +1 eus hon amzer ?

Evit kregiñ, menegomp amañ n’eus ket a vloaz «zero » (pe a vloaz «man »). Ne veze ket ijinet ar stlenneg d’ar mare-mañ, hañ. Pas c’hoazh ! Ar bloaz +1 a ya da heul ar bloaz -1, war-eeun.

Hag hon deiziadur (gregorian) a zo bet savet meur a gantved diwezhatoc’h.

Neuze pe bloavezh ?

Ur poent istorel a zo aes. Ganet eo bet Jezuz a-raok na vefe aet da anaon ar Roue Herodez. Anavezet eo bloavezh marv Herodez : -4. Setu perak e vez lennet alies a-walc’h, frazennoù seurt-se : « …/… en l’an 6/7 avant notre ère (qui est la date de naissance de Jésus admise par tous aujourd’hui)…/… » (Bargil Pixner, 1996, p 24).

E follenn-baper zivyezhek «Pellgent Nedeleg » implijet er bloaz-mañ e vez kavet ur bajennad titlet «Embannadur Nedeleg » (« Martyrologe de Noël ») enni ar frazennoù-se : «…/… seizh kant daou vloaz hag hanter-kant goude ma oe savet Rom, er bloaz daou ha daou-ugent eus ren an Impalaer Oktav-Aogust …/…». E galleg : «.../… la sept cent cinquante deuxième année de la fondation de Rome. L’an quarante-deux de l’Empereur Octave-Auguste../… ». N’ouian ket da beseurt mare eo bet skrivet an destenn-mañ. Hemañ a ziskouez e veze dedennet an dud a Iliz gant-se hag int techet ivez da c’houzout hiroc’h pe resisoc’h (pe da brederiañ diwar-benn ar pezh a vez skrivet en Avieloù).

E-touez arguzennoù zo, a-wechoù e vez lakaet ar gaoz war steredenn-Nedeleg hag a vez gwelet evel un darvoud naturel (ur steredenn-lostek, da skouer). Mes neuze perak ne vije ket bet gwelet houmañ gant ar Roue Herodez e-unan na gant an dud tro-dro dezhañ ? Perak e veze chomet a-sav ar steredenn-se a-us d’al lec’h resis (« ar steredenn …/…betek ma teuas da chom a-sav, a-us d’al lec’h m’edo ar bugel. » (Mz, 2,9). Din-me ez eo sklaer emañ ar steredenn-mañ un darvoud speredel, gwelet gant ar Vajed en o c’halon.

Meur a zeiziadur.

A-raok mont pelloc’h ez eo ret menegiñ ez eus (e oa) meur a zeiziadur implijet e-kerz an istor. Deiziadur julian, deiziadur gregorian, mes ivez un deiziadur all e bed ar Yuzevien (e galleg : calendrier «julien », calendrier «gregorien » et aussi le calendrier «juif » de l’époque).

Diaez eo bet e-pad pell lakaat an deiziadurioù-se da c’hoari asambles. Al labour-se (pe an disoc’hoù kentoc’h) a zo bet displeget gant Jean Aulagnier e-barzh ul levr dispar, a c’heller e kavout a-nevez er bloaz-mañ (gwelout notennoù e traoñ ar pennad).

Aesoc’h eo evit ar skiantourien a-vremañ resisaat an traoù. Koulskoude n’eo ket a-walc’h a-wechoù.

Ar skriturioù, ar skiantourien, hag ur skiant-prennet speredel (hini Maria Valtorta +1961).

Ouzhpenn dastumad danvez skiantel zo e-barzh levr Jean Aulagnier. Studiet ha lennet pizh eo bet gantañ skridoù Maria-Valtorta https://www.mariedenazareth.com/questions-de-foi/raisons-de-croire-chretiennes/les-signes-miracles-et-prodiges-divins/les-extraordinaires-visions-de-maria-valtorta/oeuvres-de-maria-valtorta , evit pinvidikaat kalzig a draoù. N’eus netra hag a ya a-enep ar skriturioù (an Aviel hag ar Bibl a-bezh) nag a-enep kelenn an Iliz. N’eus netra dislavarus e-korf un «oberenn » divent (daou gaier warn-ugent pe 13.000 pajennad, skrivet e-pad an eil Brezel, e bro Itali, tost da Monte Cassino). Hervez kont, hervez ar Pab Pi XII ivez.

A-benn ar fin, setu ar respont kinniget gant Jean Aulagnier.

. bloavezh ar c’hanedigezh a vefe -5 eus hon deiziadur a-vremañ.

. gwelloc’h c’hoazh, an aozer a ginnig deomp ur prantadig resis-kenañ: devezh ar c’hanedigezh a vefe ar 25vet a viz Kisleu (deiziadur Moizez), e galleg «le 25 cisleu du calendrier de Moïse » (pajenn 36) da lâret eo etre an 10vet hag an 11vet a viz Kerzu e-barzh hon deiziadur a-vremañ.

Dedennus-kenañ eo al levr en-e-fezh. Evit forzh piv c’hoant dezhañ d’anaout un amzeroniezh (taolenn-amzer) eus buhez bublik Jezuz ha - perak pas? - dizoleiñ testennoù an Aviel (parabolennoù hag all) muioc'h hervez red an amzer.

Notenn : Kristenien eus broioù ar Reter (Iliz ortodoksel) a ra gant deiziadur julian. Setu perak e vo lidet Gouel Nedeleg d’an 7vet a viz Genver 2024 evito.

Ar pezh zo sur: an darvoud istorel zo bet. :-)

Levrioù

. Jean Aulagnier, « Avec Jésus au jour le jour », 415 pajenn, 22 Euros, éditions Resiac https://www.resiac.fr/ ,1994, ISBN 2-85268-253-2. Bet ijinour ha studiet gantan an deiziadurioù kozh.

. Bargil Pixner, OSB, « Avec Jésus à Jérusalem, ses premiers et derniers jours en Judée », Corazin publishing, 1996, ISBN 965-434-006-2. Published in english : « With Jesus in Jerusalem, his first and last days in Judea », Corazin publishing, 1996. Manac’h alaman, ha henoniour (arkeologour) e Douar Santel e-pad pell eo bet an aozer.

. National Geographic. Albomoù diwar-benn Jezuz, pe diwar-benn ar Bibl a zo bet embannet n’eus ket re bell. Kavet int bet e levrdioù ha gourmarc’hadoù. Troidigezhioù diwar ar saozneg int (levezon brotestant a-wechoù).

. levrioù all : « Jésus de Nazareth », Joseph Ratzinger/Benoit XVI. Une trilogie, différentes éditions.

. ar skriturioù (Aviel hag all)

. ha kement ha kement a levrioù, pennadoù, dielloù a-bep seurt....

Overennoù hag ar brezhoneg

. N'eus ket! Pennad Yvon Ollivier ( voir notre article ), diwar-benn Nedeleg e Breizh. (Hep brezhoneg…). Moaien zo kinnig d’an dud ur follenn-baper zivyezhek

. Ez eus! Lec'hienn theodia https://theodia.org/br (klikañ war skritellig yezh (brezhoneg) ha fiñval ha resisaat ar gartenn gant al logodenn betek Breizh) a ziskouez lec'hioù overennoù kantikoù brezhonek e-barzh (pe brezhoneg e-barzh)

Bennozh Doue d’an Tad Dominique Thépaut, lidet gantañ an overenn-mañ e Trelevenez (frazennoù e galleg lec’h pe lec’h e-barzh ar brezegenn a vije bet degemeret mat gant tud zo ha ne ouieont ket ar yezh, hervez un ali. Nemet ar frazenn ziwezhat diwar istor an 2CV , en enez Tahiti: «Jésus est le moteur ! ». Saourus !). Ne vern. Mersi braz ivez d’an holl re fichet brav an iliz gante, aozet al liderezh gante, fardet gante ar banne gwin-tomm hag ar gwastelloù kinniget e dibenn an overenn. Ha d’an holl re all (brezhonegerien pe get). Leun-chouk e oa an iliz hag ur blijadur eo klevet hon yezh digant genou tud dianavezet.Gouestlet eo ar pennad-mañ da Job an Irien .

Kemennadennoù e galleg koulz hag e brezhoneg degemeret mat. Chom a ra fazhioù a-wechoù. M'ho peus c'hoant mennegiñ tra pe dra e c'hellit ober dre ur c'hemmenad d'an aozer en ur c'houlenn nompas e embann,evel just)

Anjeluz amzer Nedeleg

(lakaet e doare-skrivañ peurunvan)

Un arc’hael a-berz an Aotrou

Da Vari [a] zigasas kelou

E oa gant Doue dibabet

Da vezañ Mamm Salver ar bed

Mari a respontas neuze :

Servijerez on da Zoue !

Ra vo graet din, Ael benniget

Hervez m’ho peus lavaret.

Hag e koñsevas ur bugel

Dre c’halloud ar Spered-Santel,

Ha Verb Doue ‘n em inkarnet

E-touez an dud e-neus bevet

Pedit Mamm santel da Zoue

Evidomp holl ho pugale

Ma vezimp din eus ar grasoù

A bromet Jezuz hon Aotrou.

Voir aussi :
1  0  
"Brav eo skrivañ, diaesoc'h eo lenn" ! "An daoulagad eo a zo ar gwellañ benveg-poltriji, rak dre ur sell eo e c'heller diskoachañ an imachoù tro-war-dro"! Paotr bet klevet gantañ ar yezh e-pad e vugaleaj. Bet o labourat war zachennad stlennegel. Skrivet gantañ pennadoù e galleg hag e brezhoneg. Bremañ o vevañ e bro-gKerne.
[ Gwelout pennadoù all gant J-L Le Floc\'h]
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 1 multiplié par 3) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

  • newsletters Newsletters
  • rss Flux RSS - français
  • rss Flux RSS - breton
  • facebook ABP sur Facebook
  • twitter ABP sur X
  • youtube Chaîne Youtube ABP
  • Le blog du site web
  • 2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons