Evel bep bloaz e dibenn an hañv e vez roet Kolier an Erminig, skedus anezhañ, gant Skol Uhel ar Vro da Vreizhiz (pevar den, paotr pe blac’h).
Emañ Urzh an Erminig un urzh a enor ha keodedel, savet e 1972, hag a ro enor da bennoù braz kemeret perzh gante, pe e sked Breizh, pe e stourm evit mirout bev he glad hag he sevenadur, he yezhoù en o souezh.
Dont a ra e anv eus un urzh a varc’hegiezh bet savet gant an Dug Yann IV Moñforzh e 1381. D’ar mare-se e veze roet eñ da dud a bep seurt, ne vern e vefent paotr pe blac’h, ne vern e teufent diouzh ar bobl pe diouzh an noblañs.
Emañ ar bloaz-mañ hanterkantvet deiz-ha-bloaz adsevel ar merk a enor-mañ.
Ar pevar degemeriad eürus eus ar C’holier er bloaz-mañ a vo :
. Anne QUEMERE, plac’h a vor ha sportourez
. Michel CHAUVIN, stourmer ha savour-arvest.
. Yves LEBAHY, douaroniour ha difenner an aod breizhat
. Olier AR MORGN, yezhour ha bet penn-rener Ofis ar Brezhoneg , ar frammadur ofisiel a zo e bal lakaat war well ha difenn hon yezh.
Bez e vo al lid e Kêr Josilin (Kreizenn sevenadurel ar Skoed / Centre culturel de l’Ecusson), d’ar Sadorn 15vet a viz Gwengolo, da 2eur hanter d’abardaez.
Mont-e-barzh dieub ha digoust gant ma vo lakaet anv an-unan war ar roll en a-raok.
Skrivet eo ar pennad-mañ diwar hini e galleg («Les noms des Herminés 2022 annoncés aujourd'hui par l'Institut culturel de Bretagne»), embannet gant an ABP
Pennad gant Philippe Argouarch (Erminig, 2015). Brezhoneg gant J-L Le Floc’h
0 | 0 | Tweet |
|