Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
Niverenn 423 Al Liamm
Niverenn 423 Al Liamm
- Communiqué de presse -
War ar pont : niverenn diwezhañ Al Liamm
Treuziñ ar pont ha mont war ho nañvig ‘trezek gwenodennoù an haiku...
Par Fanny Chauffin pour Kerne Multimédia le 7/09/17 15:38

AL LIAMM 423 - GOUERE/EOST 2017

Treuziñ ar pont ha mont war ho nañvig ‘trezek gwenodennoù an haiku. Un droiad e kalon ur varzhoniezh bet diwanet e bro ar Sav-heol. Ur valeadenn sioul en ur bed soutil ha kuzh.

Ha klevet ho peus anv eus HAIMIZSKRIV ? Pennad digeriñ A. Kervella a zispleg deoc’h e vez aozet bep bloaz, ur mizvezh skrivañ haiku e miz Meurzh. Bemdez e vez kinniget ur ger da vezañ implijet en un haiku. Kirill Giraudon a zo unan eus ar re o deus kemeret perzh ha kontañ a ra penaos eo deuet da vourrañ ouzh Stumm munut, met stumm bev an haiku.

An holl haiku erruet war lec’hienn FEA-Haimizskriv a zo bet strollet en niverenn. Seizh e oant, feal hag ingal o kas o zammig skrid : Izabel Araujo, Clyde Dugly-Belmont, Mai Ewen, Kirill Giraudon, Regine Guillemot, Annaig Kervella ha Milena Krebs. Dourlivadurioù Evelyne Raoul a ro buhez ha liv d’an testennoù.

Setu un dibab anezho gant ar ger stêr (pajenn44) :

Trouz ar stêr/diseblant, ha ni o klask/kompren – MK

A-bep tu d’ar stêr/korz-dour hag elestr-palud/nij ur gerc’heiz vras – KG

Ar stêr glan he dour/’vouskan ‘tal ar prad/flistrad dour-teil – ME

Kerzhet diarc’hen/hag hep kas keloù, koll sonn/’barzh red yen ar stêr – IA

Sourral ra ar stêr/diskuizh-noz an nadoz-aer/pardaez war ar pont – AK/

Hag evit degas blaz orin an haiku e kinnig Kirill Giraudon un toullad haiku «klasel» bet savet gant mistri japanat an arz uvel-mañ :

Mouezh ar c’hloc’h/a droidell el latar/skleur an deiz o c’henel - Bashô (1644-1694)

War beg ur c’heotenn/dindan an oabl divent/ur verienenn - Hosai (1885-1926)

Klevet ho peus frondoù nevez ? Tañvaet blazioù dic’hortoz ? Splujet e bedoù liesliv, liestumm ? Deoc’h-c’hwi da sevel haiku «dic’hortoz, gant uvelded ha gant fent... ha dreist-holl gant kalz a blijadur» bremañ !

Morgan Tremel

Voir aussi :
Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....
[ Gwelout pennadoù all Kerne Multimédia]
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 6 multiplié par 6) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

  • newsletters Newsletters
  • rss Flux RSS - français
  • rss Flux RSS - breton
  • facebook ABP sur Facebook
  • twitter ABP sur X
  • youtube Chaîne Youtube ABP
  • Le blog du site web
  • 2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons