Un tammig evel an islandeg eo ar brezhoneg. Nebeut a lennerien, ur best seller a vez graet eus ul levr tizhet 300/500 lenner.ez gantañ-ti.
Neuze penaos ober evit ma vefe lennerien ha lennerezed e brezhoneg ? Sketchoù berr war Internet evel Flapakarr ? Klipoù sonerezh ? Splujañ el lenn evit dizoleiñ bedoù nevez, avañturioù, beajiñ en amzer, en em lakaat e kroc'hen un den all ? Ha ma vefe skolaerien, kelennerien, tud deuet lennerien ivez ? Diaes da c'houzout ar rak hag ar perag, met poent eo kavout pluennoù nevez, tud yaouank ha kozh a lak o startijenn asambles evit ar blijadur da lenn, da eskemm, da skrivañ e ateieroù, da rannañ gant bugale a bep seurt oad ar c'hoant da c'houzout hiroc'h gant fent ha from.
Deuit disadorn da 10e30 e sal ar C'hleub e Karaez gant skrivagnerien evit ar yaouankiz, kelennerien, tud dedennet gant dazont al lenn e brezhoneg.
1 | 0 | Tweet |
|