Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
Priz ar vugale 2020
Priz ar vugale 2020
- Chronique -
Myriam Guillevic, Gege Gwenn ha Jean-Patern Ars : an tri skrivagner dibabet gant ar re yaouank
Roet e oa bet Priz ar vugale ha Priz ar Yaouankiz e fin Miz Even e Lann er stêr ha dre Internet abalamour d'ar genfinadeg
Par Fanny Chauffin pour Kerne Multimédia le 13/07/20 23:29

Roet e oa bet Priz ar vugale ha Priz ar Yaouankiz e fin Miz Even e Lann er stêr ha dre Internet abalamour d'ar genfinadeg

Kroget oa bet avañtur prizioù ar Yoaunkiz e 2004 e Kemper, diwar skouer "Le Prix des Incorruptibles" a lak 500 000 bugel ha krennard da lenn en galleg pep bloaz (war dro 500 evidomp). Penaos ober ? Kas ur gerig da 200 skrivagner danevelloù e 2004, gant 50 respont evel "n'ouzon ket skrivañ evit ar re yaouank, met klask a rin". Ha setu Gwenvred Latimier-Kervella bet trec'h e gouel al levrioù Karaez fin miz Here 2004.

Priz ar vugale 2020

E 16 bloavezh, 150 levr a zo bet embannet gant Keit Vimp bev, lennet gant miliadoù a dud yaouank, ar bloaz-mañ gant 20 skol, 7 skolaj ha lise, etre Gwennramm ha Gwitalmeze, Ar Releg, Kommanna, Kemperle, Lann er stêr...

Adkavet e vez tud boaz da skrivañ evit ar yaouankiz, Pierre Emmanuel Marais, Paskal Hervio, Yann-Fañch Jacq, Laurence Lavrand... Met plas a zo ivez evit ar skrivagnerien yaouank : Maina Sicard Cras, bet skrivet daou levr Priz ar vugale ganti, Carl Diekman, trec'h pa oa e Pempvet klas skolaj Diwan Kemper, hag ar bloaz-mañ, Jean-Patern Ars, skolaer yaouank, ha desket ar brezhoneg gantañ' nevez zo...

Trugarez d'an holl gelennerien o deus lakaet ar re yaouank (342 evit Priz ar yaouankiz ha 131 evit Priz ar vugale)

Marathon miz Even : reiñ ar prizioù evit an 10 levr bet lennet, pevar evit ar re ce2/cm2, tri evit ar re 6vet/5vet, ha tri all evit ar re 4re/lise. Ha dibab gant ar juri an dek levr a vo embannet 'benn miz Here 2020.

Ha petra vo da lenn, emit-hu ? Peadra vo c'hoazh : skrivagnerien nevez : Loeiza an Duigou ha RJ Kernoa, ha souezhadennoù ivez gant tud a skriv abaoe pell : Kristian ar Bras, Paol ar Meur, Sarah Chedifer, Yann-Fañch Jacq, Gege Gwenn, Pierre-Emmanuel Maraix, Muriel Le Morvan, Jakez-Erwan Mouton.

Evit ar gelennerien o dije c'hoant lenn ar skridoù a-raok o studiañ gant ar skolidi hag ar skolajidi, liseidi, kit e darempred gant afea [at] laposte.net

Ar re zo bet trec'h

Priz ar vugale : Ar janglenn drouzus, Myriam Guillevic (47% ar mouezhioù)

Priz ar yaouankiz 6vet/5vet : Pêrig a wel mat, Jean-Patern Ars (31% ar mouezhioù)

Priz ar Yaouankiz 4re/lise : Tamara, gant Gege Gwenn (22% ar mouezhioù)

playlist enrolladennoù priz ar vugale

https://www.youtube.com/playlist?list=PLSVwJlXhn4FNzpzM_5fCvB_xMvi5xM8Sl

evit priz ar yaouankiz

https://www.youtube.com/playlist?list=PLSVwJlXhn4FOM0YbymAjgbJGRZ4C-qlNC

Voir aussi :
Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....
[ Gwelout pennadoù all Kerne Multimédia]
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 6 multiplié par 4) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

  • newsletters Newsletters
  • rss Flux RSS - français
  • rss Flux RSS - breton
  • facebook ABP sur Facebook
  • twitter ABP sur X
  • youtube Chaîne Youtube ABP
  • Le blog du site web
  • 2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons