Klasker eo Remi Carbonneau war ar skiantoù politikel, o labourat gant ar Sorabiz hag o chom e Berlin, genidik eus Kebeg, un den a lak ar Vretoned da welout pelloc'h eget beg o fri. E skol-veur ar RPS, e Palez ar C'hendalc'hioù, en Oriant, e kemere perzh.
Un taol mouezh Bro-Gebeg, ur roched karrezennek, ar c'hlipenn rebel hag un doare da gaozeal a ra vat e bed an dud a guzh atav ar gwirionez. Ar paotr a grog gant ar minorelezhioù, ar gerioù gros evel «komunautarism» , met petra eo ? Petra eo ar ger « ingalded » pa vez ken disheñvel statud an dud e Bro-Frañs ? Mont a ra pelloc'h c'hoazh : ret eo diwall ouzh ar sistem e Bro-Alamagn, e Bro-Spagn, er Stadoù-Unanet : ma chom suj ar stadoù dindan ur stad kreiz, ne cheñch ket kement se an darempred suj a zo etre an daou...
Ingalded
Un tañva a vez roet gant e brezegenn : "Ar ger ingalded e Bro-C'hall ? Forzh petra. "Animal Farms" skrivet gant George Orwell eo kentoc'h, kar tud zo a zo "ingaloc'h" eget tud all". Evitañ, evit ma vefe rannet mat ar broioù en Europa, e vefe ret kaout "ur gumuniezh kumunioù" ha ne vefe ket a "gomunautarism". "Petra eo ar gumuniezh vrasañ e Bro-C'hall ? Bro Frañs, n'eo ket ? ". Rannañ ar vro n'eo ket dreistordinal, met sur a-walc'h, evitañ, "an doare gwellañ ivez eo da verañ al liested en ur bed ken diaes eget hon hini". Ur stad ? Un "aberration historique", hervezañ.
A-zivout treuzkas e yezh e lavar Jean Laponce, ur c'hlaskour bro Kebeg (Loi de Babel, 2006) ( piv eo hennezh ?) evit an URSS : "kudenn ebet evit ma vefe ar rusianeg un eil yezh, met morse ar yezh n'he doa da vont e kreiz kalon Rusia". Ret eo skrivañ, sevel ur gevrad evit gallout bout sur e vo graet an traoù, mod-all....( perak ? )
« Skarzhet oa bet eus ar parkoù broadel an dud a veve enno. » eme Remi Carbonneau Pobloù a orin a zo diverket gant Breizh Veur, o tisoñjal ar re a oa a-raok. Broadelouriezh eo, tra ken....
Rein a ra skouerioù o tont eus Kebeg ha Kanada, an doare aloubiñ a oa gant tud Breizh Veur ha Bro-C'hall. Ar pobloù kentañ n'int ket deuet a-benn da gaout gwirioù da vat. Promesoù zo bet, tra ken...
Gant ma vo ur bern tud o kemer hent an emrenerezh gant ur preder ken don…