E 2023 ez e eo bet ispisial amzer Nedeleg e Betlehem (Beth-lehem) , hervez ar c'heleier, rak ar brezel etre stad Israel ha tachennad Gaza. Serret eo bet mont-tre da gêr Vetlehem d’an douristed, hervez kont. Un overenn zo bet evit nozvezh Nedeleg, mes gweladenner ebet o tont eus broioù estren, ma ’m eus komprenet mat.
Pelec’h ? Sklaer eo an Avieloù war ar poent-se. « Kêr David anvet Betlehem » (Lk 2,4), pe c’hoazh «E Betlehem Youda » ( Mz 2,3). Skrivet ha diouganet (Mika 5,11, hervez un notennig eus Maodez Glanndour https://alliamm.bzh/PDF.php?pdf=1.%20Ar%20Bibl%20Santel%20-%20Ar%20Pevar%20Aviel ) eo bet er Bibl yuzev, meur a gantved a-raok na vefe c’hoarvezet an darvoud istorel anavezomp dindan an anv a Nedeleg (pe Nouel) ... Setu evit al lec’h. N’eus ket da faziañ na diwar ar gêriadenn, na diwar al lec’h (hirio an deiz, ar penniliz istorel) d’am mennozh.
Ouzhpenn-se, ar re zo bet e Betlehem a oar peseurt douar zo tro war-dro. Douar ? Tachennad paour ha roc’hellek, mad da gavout ur «c’hraoù » (damm-)naturel pe ur goudor bennak dindan ar vandenn-mañ-vandenn a roc’h….
Se zo un afer all. Mil-vrudet eo deut da vezañ an anv a Vetlehem, er bed a-bezh, abaoe daou-vil-vloaz dre m’eo bet ganet eno Jezuz. Daou-vil-vloaz zo? Ar bloaz +1 eus hon amzer ?
Evit kregiñ, menegomp amañ n’eus ket a vloaz «zero » (pe a vloaz «man » ). Ne veze ket ijinet ar stlenneg d’ar mare-mañ, hañ. Pas c’hoazh ! Ar bloaz +1 a ya da heul ar bloaz -1, war-eeun.
Hag hon deiziadur (gregorian) a zo bet savet meur a gantved diwezhatoc’h.
Ur poent istorel a zo aes. Ganet eo bet Jezuz a-raok na vefe aet da anaon ar Roue Herodez. Anavezet eo bloavezh marv Herodez : -4. Setu perak e vez lennet alies a-walc’h, frazennoù seurt-se : « …/… en l’an 6/7 avant notre ère (qui est la date de naissance de Jésus admise par tous aujourd’hui)…/… » (Bargil Pixner, 1996, p 24).
E follenn-baper zivyezhek «Pellgent Nedeleg » implijet er bloaz-mañ e vez kavet ur bajennad titlet «Embannadur Nedeleg » ( « Martyrologe de Noël » ) enni ar frazennoù-se : «…/… seizh kant daou vloaz hag hanter-kant goude ma oe savet Rom, er bloaz daou ha daou-ugent eus ren an Impalaer Oktav-Aogust …/…» . E galleg : «.../… la sept cent cinquante deuxième année de la fondation de Rome. L’an quarante-deux de l’Empereur Octave-Auguste../… » . N’ouian ket da beseurt mare eo bet skrivet an destenn-mañ. Hemañ a ziskouez e veze dedennet an dud a Iliz gant-se hag int techet ivez da c’houzout hiroc’h pe resisoc’h (pe da brederiañ diwar-benn ar pezh a vez skrivet en Avieloù).
E-touez arguzennoù zo, a-wechoù e vez lakaet ar gaoz war steredenn-Nedeleg hag a vez gwelet evel un darvoud naturel (ur steredenn-lostek, da skouer). Mes neuze perak ne vije ket bet gwelet houmañ gant ar Roue Herodez e-unan na gant an dud tro-dro dezhañ ? Perak e veze chomet a-sav ar steredenn-se a-us d’al lec’h resis ( « ar steredenn …/…betek ma teuas da chom a-sav, a-us d’al lec’h m’edo ar bugel. » (Mz, 2,9). Din-me ez eo sklaer emañ ar steredenn-mañ un darvoud speredel, gwelet gant ar Vajed en o c’halon.
A-raok mont pelloc’h ez eo ret menegiñ ez eus (e oa) meur a zeiziadur implijet e-kerz an istor. Deiziadur julian, deiziadur gregorian, mes ivez un deiziadur all e bed ar Yuzevien (e galleg : calendrier «julien » , calendrier «gregorien » et aussi le calendrier «juif » de l’époque).
Diaez eo bet e-pad pell lakaat an deiziadurioù-se da c’hoari asambles. Al labour-se (pe an disoc’hoù kentoc’h) a zo bet displeget gant Jean Aulagnier e-barzh ul levr dispar, a c’heller e kavout a-nevez er bloaz-mañ (gwelout notennoù e traoñ ar pennad).
Aesoc’h eo evit ar skiantourien a-vremañ resisaat an traoù. Koulskoude n’eo ket a-walc’h a-wechoù.
Ouzhpenn dastumad danvez skiantel zo e-barzh levr Jean Aulagnier. Studiet ha lennet pizh eo bet gantañ skridoù Maria-Valtorta https://www.mariedenazareth.com/questions-de-foi/raisons-de-croire-chretiennes/les-signes-miracles-et-prodiges-divins/les-extraordinaires-visions-de-maria-valtorta/oeuvres-de-maria-valtorta , evit pinvidikaat kalzig a draoù. N’eus netra hag a ya a-enep ar skriturioù (an Aviel hag ar Bibl a-bezh) nag a-enep kelenn an Iliz. N’eus netra dislavarus e-korf un «oberenn » divent (daou gaier warn-ugent pe 13.000 pajennad, skrivet e-pad an eil Brezel, e bro Itali, tost da Monte Cassino). Hervez kont, hervez ar Pab Pi XII ivez.
A-benn ar fin, setu ar respont kinniget gant Jean Aulagnier.
. bloavezh ar c’hanedigezh a vefe -5 eus hon deiziadur a-vremañ.
. gwelloc’h c’hoazh, an aozer a ginnig deomp ur prantadig resis-kenañ: devezh ar c’hanedigezh a vefe ar 25vet a viz Kisleu (deiziadur Moizez), e galleg «le 25 cisleu du calendrier de Moïse » (pajenn 36) da lâret eo etre an 10vet hag an 11vet a viz Kerzu e-barzh hon deiziadur a-vremañ.
Dedennus-kenañ eo al levr en-e-fezh. Evit forzh piv c’hoant dezhañ d’anaout un amzeroniezh (taolenn-amzer) eus buhez bublik Jezuz ha - perak pas? - dizoleiñ testennoù an Aviel (parabolennoù hag all) muioc'h hervez red an amzer.
Notenn : Kristenien eus broioù ar Reter (Iliz ortodoksel) a ra gant deiziadur julian. Setu perak e vo lidet Gouel Nedeleg d’an 7vet a viz Genver 2024 evito.
Ar pezh zo sur: an darvoud istorel zo bet. :-)
. Jean Aulagnier, « Avec Jésus au jour le jour » , 415 pajenn, 22 Euros, éditions Resiac https://www.resiac.fr/ ,1994, ISBN 2-85268-253-2. Bet ijinour ha studiet gantan an deiziadurioù kozh.
. Bargil Pixner, OSB, « Avec Jésus à Jérusalem, ses premiers et derniers jours en Judée » , Corazin publishing, 1996, ISBN 965-434-006-2. Published in english : « With Jesus in Jerusalem, his first and last days in Judea » , Corazin publishing, 1996. Manac’h alaman, ha henoniour (arkeologour) e Douar Santel e-pad pell eo bet an aozer.
. National Geographic. Albomoù diwar-benn Jezuz, pe diwar-benn ar Bibl a zo bet embannet n’eus ket re bell. Kavet int bet e levrdioù ha gourmarc’hadoù. Troidigezhioù diwar ar saozneg int (levezon brotestant a-wechoù).
. levrioù all : « Jésus de Nazareth » , Joseph Ratzinger/Benoit XVI. Une trilogie, différentes éditions.
. ar skriturioù (Aviel hag all)
. ha kement ha kement a levrioù, pennadoù, dielloù a-bep seurt....
. N'eus ket! Pennad Yvon Ollivier ( voir notre article ), diwar-benn Nedeleg e Breizh. (Hep brezhoneg…). Moaien zo kinnig d’an dud ur follenn-baper zivyezhek
. Ez eus! Lec'hienn theodia https://theodia.org/br (klikañ war skritellig yezh (brezhoneg) ha fiñval ha resisaat ar gartenn gant al logodenn betek Breizh) a ziskouez lec'hioù overennoù kantikoù brezhonek e-barzh (pe brezhoneg e-barzh)
Bennozh Doue d’an Tad Dominique Thépaut, lidet gantañ an overenn-mañ e Trelevenez (frazennoù e galleg lec’h pe lec’h e-barzh ar brezegenn a vije bet degemeret mat gant tud zo ha ne ouieont ket ar yezh, hervez un ali. Nemet ar frazenn ziwezhat diwar istor an 2CV , en enez Tahiti: «Jésus est le moteur ! » . Saourus !). Ne vern. Mersi braz ivez d’an holl re fichet brav an iliz gante, aozet al liderezh gante, fardet gante ar banne gwin-tomm hag ar gwastelloù kinniget e dibenn an overenn. Ha d’an holl re all (brezhonegerien pe get). Leun-chouk e oa an iliz hag ur blijadur eo klevet hon yezh digant genou tud dianavezet.Gouestlet eo ar pennad-mañ da Job an Irien .
Kemennadennoù e galleg koulz hag e brezhoneg degemeret mat. Chom a ra fazhioù a-wechoù. M'ho peus c'hoant mennegiñ tra pe dra e c'hellit ober dre ur c'hemmenad d'an aozer en ur c'houlenn nompas e embann,evel just)
(lakaet e doare-skrivañ peurunvan)
Un arc’hael a-berz an Aotrou
Da Vari [a] zigasas kelou
E oa gant Doue dibabet
Da vezañ Mamm Salver ar bed
Mari a respontas neuze :
Servijerez on da Zoue !
Ra vo graet din, Ael benniget
Hervez m’ho peus lavaret.
Hag e koñsevas ur bugel
Dre c’halloud ar Spered-Santel,
Ha Verb Doue ‘n em inkarnet
E-touez an dud e-neus bevet
Pedit Mamm santel da Zoue
Evidomp holl ho pugale
Ma vezimp din eus ar grasoù
A bromet Jezuz hon Aotrou.
1 | 0 | Tweet |
|