N'eo ket levr brudet Bashô anvet "111 haiku" met hini ur skipailh tud sot gant an haiku o doa lakaet an haiku da vout ur mod, hag un doare efedus da lakaat an dud war hent ar varzhoniezh
Ugent vloavezh war meur a dem : ar peulvanioù, ar gurun, an dour, ar glav, an aval, an troad, ar bleunioù... hag ar mor ar bloaz-mañ.
Teiryezhek eo al levr gant postskridoù graet gant Malo Bouessel du Bourg, Pierre Tanguy, Naig Kervella, Mai Ewen, Marie Chiff'mine, Melaine Favennec, Danièle Duteil, Annie Maudet ha Regis Auffrey. E gallaoueg, brehzoneg, galleg e oa bet ar genstrivadeg, pa oa aozet e penn kentañ gant Hopala ! e Brest, da c'houde gant ar festival Taol Kurun, ha bremañ gant ar gevredigezh féa, aozerez Priz ar Yaouankiz ha Priz ar Vugale.
885 haiku a zo erruet dija war lec'hienn taolkurun.free.fr, e teir yezh. Gallout a rit kemer perzh betek an 31 a viz Kerzu.
Hag evit al levr, maketennet gant Olwen Manac'h, gant un dresadenn sinet Anna Duval-Guennoc, ur gwir blijdadur lenn barzhoneg teiryezhek Bernez Tangi, un taol lagad hag un enor d'an dud a youlvat a gas ar c'honkour da benn !
evit prenañ al levr :
pe mont e darempred gant afea [at] laposte.net