Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
Eugène Riguidel e Landaul : 5vet devezh e harzh-debriñ
Eugène Riguidel e Landaul : 5vet devezh e harzh-debriñ
Eugène Riguidel e Landaul : 5vet devezh e harzh-debriñ
Eugène Riguidel e Landaul : 5vet devezh e harzh-debriñ
- Chronique -
Evit skoazell Eugene Riguidel, ar stourmer kozh : 300 a dud e Landaul
Setu bodet e Landaul d'ar yaou 15 a viz Ebrel 300 a dud evit souten stourm paotr Riguidel, brudet ha karet e Breizh ha pelloc'h ch'oazh !
Par Fanny Chauffin pour Kerne Multimédia le 15/04/21 19:05
Eugene ba Landaul :

Setu bodet e Landaul d'ar yaou 15 a viz Ebrel 300 a dud evit souten stourm paotr Riguidel, brudet ha karet e Breizh ha pelloc'h c'hoazh !

15 000 euro roet gant Orañj da berc'henn an dachenn bep bloaz evit gallout staliañ bremaik ar wern 35 metrad uhelder war e dachenn, evit kaout ar 5G. E bro Suis eo ar feur kalz izeloc'h evit gwagennoù elektro-magnetek : (0.21 pa vez 10 evit bro C'hall), unan eus ar feur uhelañ er bed... Evel evit feur ur bern traoù all (ammoniak, glifozat, radioaktivelezh an aer hag ar boued, hag all...) eo memes mod, degemer mat e bro Frañs evit ho yec'hed hag ho pugale.

Ha galvet al leon kozh mediaoù tro dro dezhañ : aze e oa Tebeo,Frañs 3, Trigone... Dibabet oa bet gantañ ober un harz-debriñ, kroget dilun paseet, da 80 vloaz...

Kar goût a ra an den pegen pouezus eo brudañ ha broudañ ar stourm. Ne blij ket an harz-debriñ d'an dud e penn ar raktres 5G, ne blij ket an trouz dezho : penaos diskoulm un dra ne c'hell ket maerez ar gumun, hag he doa kinniget daou lec'h all evit ar wern, diskoulm gant Orañj pa teu an urzhioù eus Paris... ?

" E pelec'h emañ an demokratelezh lec'hel ? ", emezi e mikro ar garavanenn dirak an 300 den deuet da skoazell ar stourmer.

Voir aussi :
Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....
[ Gwelout pennadoù all Kerne Multimédia]
Vos 1 commentaires
Emilie Le Berre Le Mercredi 21 avril 2021 13:54
Siwazh, ur paz muioc'h trema hon toul bac'har niverel eo ar 5G. Ne well ket an dra-se gant an dud, bepred ho fri splujet e skramm o hezoug, kement too much magic eo.
(0) 
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 4 multiplié par 0) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

  • newsletters Newsletters
  • rss Flux RSS - français
  • rss Flux RSS - breton
  • facebook ABP sur Facebook
  • twitter ABP sur X
  • youtube Chaîne Youtube ABP
  • Le blog du site web
  • 2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons