Par Kuzul ar Brezhoneg pour KUZUL AR BREZHONEG. le 13/09/18 12:10
Istor ur priñs dinac'het gant e dad, ar roue. Hemañ a zo trelatet gant diouganadenn ur sorser drouk. Ne vo ket plaen hentoù ar vuhez evit ar priñs yaouank harluet. Dre chañs en deus ur c'hoar garantezus !
Pal Kuzul ar Brezhoneg zo lakaat an obererezhioù da glotañ, kenlodennañ al labour, kas war-raok, strollañ ha kreñvaat ar re a labour e brezhoneg er bed sevenadurel.
Kuzul ar Brezhoneg a stroll hag a vod abaoe 1952 kevredigezhioù a ya en-dro e brezhoneg war dachennoù liesseurt: an embann, ar c'helaouennoù, ar yezh, an darempredoù etrekeltiek hag etrevroadel.
Pep kevredigezh ezel eus Kuzul ar Brezhoneg a chom dieub e pep keñver hervez ar pal dibabet ganti. Kuzul ar Brezhoneg n'eo nag un ti embann nag un aozadur da gelenn brezhoneg. Ul lec'h hag ur skoazell eo d'ar c'hevredigezhioù n'o deus den gopret ebet evit kas da benn, aesaat ha micherelaat o labour. Kas a ra war-raok ul labour sevenadurel e brezhoneg en diavaez da gement strollad politikel.
Digor eo ivez Kuzul ar Brezhoneg d'ar c'