28vet pennad diwar an 40 vloaz Diwan : penaos eo deuet a benn ar skol vihan e brezhoneg da grouiñ un dro spered "Diwan" ?
A-raok sevel curricula nevez gant Diwan e vefe mat gwelout ar pezh a zo bet graet evit ar re yaouank e Diwan, ar prezhioù a oa disheñvel hag o doa graet berzh, e-barzh hag e-maez ar skol, p' eo ar c’helenn e bro C’hall diefedus ha pa stumm remziadoù tud yaouank dic’houest ha dizesk evit lod anezho...
Gant film Bastian Guillou "Kirri nij en toull-karr" e oa bet displeget splann al liamm etre ar brezhoneg hag ar c’hengred, geriaoueg al labour-douar padus ha tud war-ar-maez. Pa vez bevet traoù fromus gant al liseidi, pe ar skolidi e teu buanoc’h ar yezh dezho. Gwenole Larvol, ur skolaer hag a gas meur a raktres film e rann divyezhek publik, pe ganaouennoù evit Kan ar bobl, a ziskouez splann evel Ar vro bagan evit ar c’hoariva ez eo ar from ur c’heflusker evit deskiñ. Holl asambles tro-dro d’ur raktres arzel, er skol pe e rouedad ar skolioù Diwan, e teu buan ar from hag ar c’hoant da zont a-benn asambles en un abadenn vrav.
Penaos e vez lavaret « je t’aime » e brezhoneg ? Da garout a ran ? Joa ‘m eus ouzhoc’h ? Piket eo ma c’halon ouzhoc’h ? Diaes eo evit ar re a zo oc’h adperc’hennañ ar yezh implijout ar gerioù evit ar re vihan met ivez ar gerioù a vez etre en ur c’houblad...E yezh ar skol ne gaver ket kalz ar gerioù-se. Met ar c’hoariva, ar varzhoniezh, ar c’han, a implij geriaoueg ar from hag ar garantez.
Ar vuhez ‘maez ar c’hentelioù en hunvaoù Diwan, pe e-pad an dibenn-sizhun, er familh pe etre mignoned, a c’hellfe bout bevet e brezhoneg. Implij gerioù gros evel e levr "Brasañ brammer ar bed" a ra vat d’ar yezh ha d’he c'homzerien !