Lesneven. (Penn-ar-bed). E-pad div eurvezh e teu ur brezhoneg sklaer ha flour digant genou Yvon Abiven. Dibunet ingal hag hep ehan, ken ne vo ket a amzer a-walc’h evit ar goulennoù e dibenn ar brezegenn-se ! Leun-chouk eo ar sal. Tud eus ar vro? Tud deuet eus a-bell ? Kit da c’houzout… ! Ar pezh zo sur : sioul eo an dud, ken aketus emaint ha ken sachet eo o spered ouzh an danvez kinniget hirio gant TAV (Ti ar Vro) bro-Leon :. Istor Tad Medard (1908-1988), skrivagner dispar ha brezhoneger ampart, unan eus ar re vrudetañ, hirio c’hoazh, e-touez ar Gabusined e Rosko.…
Piv oa an den-se ? Ganet e Lanarvili, deuet da vezañ manac’h Frañsezad a zo o ger-stur pe o choaz «bezañ paour e-touez ar re baour ». Meur a skourr zo e bedig-bed ar Frañsezidi (diwar Sant Frañsez a Asiz, bet o vevañ e grenn-Amzer ha lakaet da batrom Europa).
Ar re anvet «Kabusined» (diwar o c’habell) anavezet dre o gwiskamant (ur sae rouz, ur gordenn tro-dro d’ar groazlez, sandalennoù e-barzh an daoudroad), hag ivez dre varv hir. Simploc’h, n’eus ket ! Troet int ouzh ur vuhez a baourentez, muioc’h c’hoazh eget ar re all… Evel klasker-bara pe diwar an aluzen e vevont… Gant nebeudig a dra, da lâret eo hep surentez er vuhez. Hag ouzhpenn-se, sentiñ ouzh divizoù an Urzh. Setu perak e veze gwallgaset buhez ar venec’h-se, alies a-walc’h…. Peseurt micher dezhe ? Bevañ ha diskouez ar feiz dirak ar bobl, hag ivez pregañ (komz) diwar-benn an Doue bev…En ur gêr hepken: bezañ misioner...
Dre ma oa e dad dezhañ kocher a-vicher e maner ur familh binvidik, div liorzh hag ur bern mevelien enno, en deus Jakez Dourmab (dre ec’h anv-familh) gwelet kalz a dud tro-dro dezhañ., e-pad e yaouankiz. Ar pezh a vo kontet en e levr «An tri Aotrou». Menegomp ne oa ket druz ar geusteurenn e taol an tiegezh e-pad e vugaleaj. Koulskoude en deus kavet sikour a-walc’h digant tud all evit bezañ skoliataet e Lesneven. E 1927, setu-eñ e kloerdi Kemper, ma n’en em blije ket, hervezañ. E 1930, setu-eñ e ti ar Gabusined : «aze, ’m eus kavet ar peoc’h» a lâr-eñ.
Lâret eo bet deomp ivez ez eus un «trede-urzh» (« tiers-ordre ») e-touez ar Frañsezidi, ennañ tud dimezet pe get (« laiked », m’ho peus c’hoant). En o souez, ur vaouez a vrud vat e bed ar vrezhonegerien, a-hed ar c’hantved tremenet : Marc‘harid Gourlaouen, eus Douarnenez (e-karg eus «Skol Ober», e-pad ul lodenn vras eus he buhez).
Meur a Gouent a oa e Breizh (Brest, Montroulez, Rosko, …) a-raok an Dispac’h braz (1789). E penn-kentañ an XXvet kantved e veze brezhonegerien en Oriant. Bet eo bet an Tad Medard e Angers, ivez. 1934, setu-eñ beleget. Goulennet en doa an den bezañ kaset da vro-India. Met dre ma ouie ar brezhoneg ez eo bet kaset d’an Oriant ! 1939. Tapet eo ar paotr gant an droug-skevent. Rak-se ne vo koñje (amzer an arme) ebet evitañ. Ha setu-eñ e Rosko (1939-1943) e-pad an eil brezel. E Gwengamp eo bet ivez.
Kement a cheñchamantoù hag a drubuilhoù zo bet a-hed e hent, evit gwir, ma vez dibosupl da Yann Selaouer lakaat tout an traoù-se buan-ha-buan war baper ur c’harnedig ! Berrik-berr c'hoazh : anavezet en deus Frañsez Falc’hun, Maodez Glanndour, Urbain Person (a vo lakaet eskob e bro-Etiopia) goulennet digantañ ma vefe an Tad Medard kaset evel sekretour e Sened Vatikan II (1962-1964).
Dre-se e c’hellomp kompren pegen barrek ha speredel e oa an Tad Medard. Da heul ar Sened Vatikan II, «ar veleien ne ouient ket penaos ober ken». Setu perak en deus an Tad Medard tremenet kalz a amzer o fouetañ bro evit displegañ d'ar re all penaos ober (lidañ, hag all...). Ar re bevet gante ar mare-se o deus dalc'het eñvorennoù...kredapl! A-benn ar fin, ur beleg a-vremañ e oa (gwelet e Liammoù al levr a eñvorennoù «Istorioù beleien », fent ha mousc'hoarzh ennañ).
Gwelit ivez an daou boltred implijet evit ar pennad-mañ. An eil (sae rouz, barv, hir, hag all) tennet a-raok ar Sened, kredapl braz, egile goude ar Sened Vatikan II (1962-1964), pa voe echu gant ar gwiskamant hengounel.
An dra-se a ziskouez sklaer ha splann pegen don e voe ar cheñchamantoù da heul ar Sened. « Aggiornamento» an iliz a vez graet alies eus an darvoud-mañ istorel.
Anv ez eus bet ivez eus Kabusined Rosko. Mat da c’houzout : pep hini a zo staget ouzh e anv-bihan hini ar barrez m’eo bet ganet. Evel-se :
. Tad Fuljañs a C’houdilin (Goudilin, 22)
. Tad Eujen a Wengad (Gwengad, 29)
. Tad Medard a Lanarvili (Lanarvili, 29)
. Tad Barnabe a ... ?..
. Hag all
Disheñvel e oa o temz-spered pe o doare dezhe. Hemañ a zo penn-kalet (an Tad Barnabe, daoust dezhañ bezañ savet kantikoù dispar gentañ ! ), hennezh a zo dereat (an Tad Fuljañs a zo ur gwir zudi ouzh e selaou, pe e welet nemetken). Setu ar vuhez, setu tud a Zoue. Betek hiriv? Evel an dud all, en ur mod….
Evit reiñ un tañva eus skritur an Tad Medard, setu tammoù destenn pe frazennoùigoù (o tont eus levr «an tri Aotrou» gant Tad Medard), choazet ha kinniget deomp gant Y. Abiven:
. « Mat, gwelloc’h eo ganen mont da ifern an Tad Fuljañs eget da Burgator an Tad Barnabe »
. «[an Tad Fuljañs] n’eo ket kreñv e vouezh ha mard eo bras an iliz eo ret astenn an divskouarn evit klevet e brezegenn pa vezer e traoñ an iliz.»
. « Ne glevan ket an Tad Fuljañs pa vez o prezeg» a lavare Marjan an Toer, «met a-walc’h eo din sellet outañ… Hennezh a zo ar baradoz o parrañ war e zremm. »
« An Tad Barnabe a brezeg tout ar relijion, eme an Tad Fuljañs, ha ni hon-daou [ an Tad Fuljañs hag an Tad Medard] a zo karget da brezeg ar peurrest…»
«Ur galon vat a veleg, ma z’eus unan.»
«An dud a ra anezhañ an Tad Induljañs.»
«An Tad Fuljañs n’eo ket eus ar ouenn prezegenn-se a blij ganto skeiñ… Prezegerien-kurun da spontañ an dud prest da gas an holl da dan an ifern.».
Anv ez eus bet ivez, gant Y. Abiven, eus ar «misionoù» (taolennoù hag all…) bet savet e Breizh, hag implijet betek etre an daou vrezel. Spontus a-wechoù, dre selloù an amzer a-vremañ. A-walc’h evit kaout soñj eus ur frazennig 'm boa klevet e Landevenneg (2023) : «le jansénisme est un poison» (« ur poezon eo ar jañseniezh »). Re wir eo! N’ouian ket peseurt misionoù a oa bet prezeget gant an Tad Medard, mes pa lenner e levrioù e c’heller ijinañ e oant reizh ha speredel…
An devezh «mision» a veze leun-chouk e brogram :
. Prezegenn
. Overenn
. Chapeled
. Hag all
Ar gazetenn-mañ e brezhoneg penn-da-benn a voe embannet ingal gant ar Gabusined etre 1926 ha 1944. Muioc’h evit 2.000 skouerenn d’an nebeutañ ha betek 8.000 skouerenn. Peadra da huñvreal, n’eo ket ’ta ?
Ne oa enni nemet danvez relijiel (da lâred eo danvez politikel ebet peurliesañ war-bouez-nebeud). Bez e c’heller kavout skouerennoù evit pellgargañ war al lec’hienn -mañ:
Emañ ar pennad-mañ ur gronikenn (ha n’eo ket ur rentañ-kont rik hepken). An destenn da heul dindan a zo dre zorn aozer ar pennad, nemetken. N’eus ket bet anv eus an dañvez-se (pe soñj-se) e-korf an abadenn. Met n’eo ket difennet d’ur selaouer bennak prederiañ e-unan, war-lerc’h un abadenn…
Dindan ur choaz a zri levr a ziskouez mat kalite hon skrivagnerien hag a ginnig danvez diwar-benn ar feiz kristen. Al levrioù-mañ a c’hellfe bezañ advoullet evel m’emaint pe adembannet e doare-skrivañ peurunvan, evit lennerien a-vremañ. Ken kaer eo o yezh, ken prizius eo o danvez.
.1 Ar Werc’hez Vari hor Mamm (1936). An Tad Medard. Skeudennet gant Zavier Langleiz. 130 pajennad. (brezhoneg doare-skrivañ KLT)
Istor ar Werc’hez-Vari diwar-benn an Aviel. Ur sell hag ur soñj ouzh an hini a zo Mamm ar Mabig-Jezuz ha Mamm da Zoue war ar memes-tro, evit ar Feiz kristen. Brezhoneg brav. Speredelezh don.
.2 Fatima ! (1943). An Tad Medard. Eil mouladur. 159 pajennad. (brezhoneg doare-skrivañ KLT)
Istor diskouezadur Mari er Portugal (1917) dirak tri a vugale. Brezhoneg brav. Pouezus pa soñjer ha pa seller ouzh istor an Douar betek dibenn an XXvet kantved.
.3 Sant Frañsez a Asiz (1182-1226). Lan Inizan, reizet a kresket gant an Tad Eujen a Wengad. 1942. 463 pajennad.
Skrivet gant aozer «Emgann Kergidu» ha peurechuet gant an Tad Eujen. Resis ha kontet mat eo istor buhez an dudenn hep e bar en istor Europa, savet gantañ urzh ar Frañsezidi (ar Gabusined en o souez). Brezhoneg brav. Soñjit'ta, gant Lan Inizan!
Marteze en em c’houlenno Yann Lenner e-unan petra soñjal a-zivout an danvez. Petra a oa lâret d‘an dud d’ar poent-se. Kemeromp skouerenn levr «Ar Werc’hez-Vari Hor Mamm» (gant Tad Medard).
Poentoù zo e vuhez Mari ha n’int ket aes da gompren. N’eo ket toud kaozeal eus mister ar Feiz, re vuan hag hep prederiañ un tammig. Dav eo d’an den, a lavarfen, soñjal ken pell ha ma vez posubl, ha d’an nebeutañ frammañ ar gudenn-mañ-gudenn pe sevel ar goulennoù.
Tri foent zo pouezus er vuhez Mari, da geñver an Istor (darvoud hag all) hag an Doueoniezh.
.1 koñsevadur ar Mabig Jezuz, e Nazaret (bro-Galile)
.2 genel ar Mabig Jezuz, e Betleem (bro-Jude)
.3 dibenn he buhez dezhi war an Douar (e Jeruzalem pe e lec’h all ?)
Petra lâr an tad Medard ?
.1. Koñsevadur ar Mabig Jezuz (pajennad 30).
« Mab Doue, an eil person eus an Dreinded a gemer er Werc’hez eur c’horf heñvel ouzh hon hini : eur c’horf a laka Doue ennañ eun ene heñvel ouz hon hini ».
Ar poent-se ha n’eo ket ken anat anezhañ (« un ene heñvel ouz hon hini ») a zo bet an dud o tabutal warnañ e-pad-pell. Un dra all : an dresadenn gant Zavier Langleiz a ziskouez mat evit al lenner ma ‘z eo bet un obererezh digant an Doue, amañ… Un Doueoniezh glasel zo amañ.
.2. Ginivelezh ar Mabig Jezuz (pajennad 38)
«.../... el laouer-se eo ec’h astenno ar Werc’hez he mabig goude bezañ e vailhuret ; er c’hraou-se eo e tigemero Mab Doue en em c’hrêt den testeni a garantez e Vamm, e dad hag ar bastored paour diredet d’e welout. ../…».
Sioulik eo an Tad Medard war ur poent diaes da gompren, ma n’eo ket dibosupl memes. Perak e vez graet eus Mari (gant an Iliz) ur Werc’hez a-raok/e-pad/war-lerc’h ar c’hinivelezh ? Penaos kompren-se, ken souezhus eo ? Ha petra a dalv-se ? « Ginivelezh » ha «ganedigezh» zo daou ger disheñvel, ma komprenan mat. Ar c’hinivelezh n’ez eus bet anezhi nemet ur wech dre istor hon flanedenn (gwelet levrioù e traoñ ar pennad). Un darvoud hep e bar e oe, pa emañ ar c’hanedigezh an doare ordinal da genel forzh piv bennak war an douar-mañ. Ne sach ket an Tad Medard an evezh war ar poent-se ha ne lâr e destenn netra deomp war ar poent iskis-se. Met an dresadenn gant Zavier Langleiz a ziskouez deomp ma ‘z eus bet, hervez an tresour, un darvoud ispisial, e Betleem…
.3. Dibenn buhez douarel Mari (pajennad 122)
« Eun danevellour koz a gont d’eomp an istor-mañ » …/…
Ar bajennad 122 en he fezh a ziskouez deomp un Tad Medard o prederiañ war an darvoud-mañ. Nemet ne lâr netra nag ar skriturioù nag an Iliz war ar poent-se. Daoust ha tremenet eo bet Mari dre ar marv pe get ? Daoust ha pignet eo bet war-eeun betek an Neñv ? Hag ouzhpenn-se, pelec’h eo bet c’hoarvezet an darvoud-mañ (Jeruzalem, Efesia ?...) ? E soñj dezhañ hepken eo a ginnig deomp an Tad Medard.
Diouzh e du, Zavier Langleiz a ziskouez deomp an disoc’h : en Neñv emañ Mari, bremañ ha da viken, hep gortoz darvoudoù all. An holl (katoliked, ortodoksed) emañ a-du war ar poent-se.
Evit echuiñ ha berrik-berr, war an tri foent pouezus a-zivout buhez Mari (dre ur sav-poent doueoniel), tri doare (pe emzalc’h) a welomp digant an Tad Medard, evel pastor :
. Doueoniezh glasel
. Sioulded
. Soñj fersonel
Setu evit ur sell ouzh an danvez. Mat ha plijus eo. Diaes eo ivez, d’an nep a fell dezhañ mont pelloc’h. Gwelout Levrioù all., evit sklaeraat poent pe boent.
A-walc’h eo ar pajennadoù kinniget gant ar pennad-mañ evit kompren pegen brav eo brezhoneg implijet gant kabusined Rosko. Pell-pell eo diouzh brezhoneg-beleg (ha siwazh ez eus bet anezhañ, a-wezhioù, e-kerz istor ar yezh). Ur brezhoneg asur, hag aes da lenn, eo hini embannet gant kabusined Rosko, ur brezhoneg mat da Yann Lenner a-hiriv evit kaout ur gwir a soubidigezh. Mersi bras dezhe evit-se.
Menegomp ivez emañ al levrioù-se embannet e doare-skrivañ KLT (gwelout Al liammoù, e traoñ ar pennad-mañ). Tost-tre ouzh yezh bro-Leon emañ ha tost ivez ouzh an doare-skrivañ «peurunvan» implijet er skolioù a-vremañ. Forzh piv bennak desket e brezhoneg dre hon skolioù pe dre stummadurioù all a c’hello lenn an destennoù-se. Evit e blijadur / he flijadur.
. « Buhez Mikêl an Nobletz ». Pez-C’hoari gand Goulc’han Kervella. Kazetenn ar Minihi Levenez (Niverenn 181, Kerzu 2023). Div-yezhek. Brezoneg (doare-skrivañ skolveuriek) / Galleg. Eur pez-c’hoari savet ha leurennet gant Goulc’han Kervella euz strollad Ar Vro Bagan ha c’hoariet gand re yaouank.
Kinnig a ra an aozer ur sell adnevezet ouzh ar Misionoù savet gant Mikeal An Nobletz (1577 - 1652), ma veze implijet «Taolennoù» gantañ.
. « La Vierge Marie dans l’oeuvre de Maria Valtorta », gant Gabriele M. Roschini OSM.
ISBN 978-88-7987-330-7. Embannet da gentañ en italianeg (1973). Embannet meur a-wezh e galleg (1986, 2006, ha 2021). Advoullet e 2023, gant CEV (Centro Editoriale Valtortiano). 356 pajennad. Gwelout (da skouer) lec’hienn embannadurioù Eyrolles (21 Euro + degasadenn)
Hep al levr-mañ – ha n’eo ket echu al lenn ganin ! -, ne vije ket bet a zielfennadur ganin diwar levr Tad medard (gwelout uhelloc’h : Levrioù o danvez. Ur skouerenn.).
. frañsezad / frañsezidi franciscain(s)
. Induljañs Indulgence (vocabulaire spécifique religieux)
. jañseniezh Jansénisme (geriadur Martial Ménard)
. temz-spered caractère
. Mabig-Jezuz l’Enfant-Jésus (pa ‘z eo bet en em c’hraet den an «eilvet» ferson eus an «Dreinded», anvet ar «Mab» anezhi. (en Aviel).
. « Eun danevellour koz » Un auteur ancien. Ne c’hell bezañ meneget amañ nemet ur skrid «amwir» («apocryphe»), unan hag a zo bet laosket a-gostez, d.l.e. nompas lakaet e-barzh skriturioù an Testamant-Nevez, gant an Iliz yaouank.
. >>> Lec'hienn Arvorig FM. Enrollet eo bet an abadenn-mañ. Kit da deurel ur sell ouzh lec'hienn ar radio-se (podskignoù) en dazont. Hervez kont, ul lodenn kempennet eus an enrolladenn a vo kinniget.
.>>>. Lec’hienn IDBE. Niverennoù eus ar gazetenn «Ar Vuhez kristen» (evit pellgargañ, digoust) :
.>>>. Lec’hienn Al Liamm, «Istorioù beleien » (Tad Medard). N’eus ket ken evit prennañ.
.>>>. Lec’hienn wikipedia e brezhoneg :
. Ar Vuhez kristen
. Tad Medar (diwall, «d» ebet, e dibenn an anv)
. Zavier Langleiz (Xavier de Langlais)
. Doare-skrivañ KLT . Tost-tre ouzh yezh bro-Leon emañ ha tost ivez ouzh an doare-skrivañ «peurunvan» implijet er skolioù a-vremañ.
.>>>. Lec’hienn wikipedia e galleg :
. Franciscains (ordre des Frères mineurs)
. Capucins
0 | 0 | Tweet |
|