Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
Manif Diwan e Brest 20022021
Manif Diwan e Brest 20022021
- Reportage -
2000 a dud e straedoù Brest evit skoazell Diwan hag ar brezhoneg
Aozet e berr amzer gant ur skipailh efedus, deuet e oa brav ar vanifestadeg evit mont a-enep dibab ar rektordi berraat niver a eurvezhioù brezhoneg er c'hentañ hag en eil derez
Par Fanny Chauffin pour Kerne Multimédia le 20/02/21 18:50
Manif Diwan e Brest d'an 20022021 :
Manif Diwan e Brest d'an 20022021 :

Aozet e berr amzer gant ur skipailh efedus, deuet e oa brav ar vanifestadeg evit mont a-enep dibab ar rektordi berraat niver a eurvezhioù brezhoneg er c'hentañ hag en eil derez

"Diwan, Diwan, Diwan !", kantadoù a dud yaouank war blasenn ar frankiz o tont eus ar Releg, eus al Lise, eus Skolaj Diwan Kemper, Plijidi, Gwiseni... Youankizoù e leizh, hag e penn ar mikro daou gelenner yaouank bet e Diwan, o lenn barzhoneg Yann Fañch Kemener. Lazhet, ar brezhoneg ? N'eo ket sur. Keit ma vo ar Vretoned kad da stourm asambles en un doare efedus e vo dav da Vlanker hag e skipailh kompren n'eo ket posubl da genderc'hel gant ur bolitikerezh a lak da vervel an holl yezhoù a zo war douaroù bro C'hall, ma vefe ar brezhoneg, ar gallaoueg, an euskareg, an okitaneg...

Gant ma vo adkavet spered stourm unvan er vro, evit ma vefe c'hoazh bugale Diwan o komz yezh ar vro, tud yaouank o tesevel bugale hag o kelenn e brezhoneg.

Seurt abadenn e kreiz enkadenn ar c'horonavirus a ra vat d'an holl, ha laouen e oa an holl vanifesterien da welout pegen efedus e c'hell bout an energiezh a-stroll. N'eo ket echu...

Trugarez da sinañ ar petision en linenn :

https://www.change.org/p/jean-michel-blanquer-maintient-des-3h-d-enseignement-du-breton-par-classe-et-par-semaine-dans-le-secondaire

Voir aussi :
Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....
Vos 1 commentaires
boned ruz Le Samedi 20 février 2021 23:33
"Gant ma vo adkavet spered stourm unvan er vro,...."
Mat e vefe a dra sur! Neuze! Deoc'h c'hwi da vont a-enep tud Breizh ken kousket mik ma 'z int... mut an trede rummad bet tapet kaer en argerzh diskar ar yezh; da lâret eo ar vugale n'int ket bet desavet e brezhoneg evit ar wech kentañ abaoe ganedigezh ar yezh moarvat! Ganto emañ ul lodenn vat eus kudenn ar brezhoneg...
"Trugarez da sinañ ar petision en linenn"... Nann! Ne rin ket... Unan e paperennoù ne laran ket... Ho fal deoc'h eo mont da welout an dud ha klask kendrec'hiñ anezho da vont d'ho heul. Kalz efedusoc'h e vefe ha kalz pinvidikoc'h evit ar stourmerien... Strivoù divent? Ya! Met graet brav n'eus ket pell zo gant Breizh Unvan... A hend-all ho peus merzhet sur a-walc'h emañ ar gouarnamant o redek buanoc'h buanañ a-benn skarzhañ da vat pezh a zirenk ar republik. Splan eo gant an afer" minority safe pack"; diviz ar gomiserien en do trec'het kaer war an demokratelezh Europa...Levezon Bro C'Hall gant ec'h amparadur ( e-penn an traoù e-touez ar gomiserien me gav din) o c'hounit tachenn atav bete-gouzout ma vefe cheñchet penn d'ar vazh gant an dud! Neuze ez eo gwelloc'h bezañ e penn ar redadeg eget ersaviñ hepken pa z eus un taol fall nevez a-enep ar brezhoneg. E-unan penn emañ Blanquer o redek. Ur redadenn eo evit poent...
"evit ma vefe c'hoazh bugale Diwan o komz yezh ar vro," Deoc'h c'hwi da soñjal ivez : estreget bugale Diwan ez eus bugale-all o teskiñ brezhoneg...An tri "Di" o stourm asambles da skouer a vefe kalz kreñvoc'h; Bon! An daou "Di" betek ma vefe adkavet un anv nevez da zDihun...
Votadegoù rannvroel ' vo a-benn nebeut. Un digarez mat an hini eo da lakaat ar gwask war chouk an dilennidi.
(0) 
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 3 multiplié par 1) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

  • newsletters Newsletters
  • rss Flux RSS - français
  • rss Flux RSS - breton
  • facebook ABP sur Facebook
  • twitter ABP sur X
  • youtube Chaîne Youtube ABP
  • Le blog du site web
  • 2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons