E-pad un eurvezh ha kard e oa chomet aketus-tre an 50 a dud deuet da selaou Fañch Postic, kroget en doa, asambles gant Milena Secher ha renerez ar vediaoueg, Flavie Rouanet da enoriñ Marijo Mellouet a oa tost-tre deus outo.
Petra zo bet desket gant ar berzhidi ? Kroget en doa Fañch Postic da labourat gant Donatien Laurent pa oa ur studier yaouank e Brest. Iz-rener Ar Men en doa kenlabouret kalzig gantañ ivez, pa oa bet embannet da vat "Les carnets du Barzaz Breizh" gant le Chasse-Marée. Rener ar CRBC e-pad pell e oa bet o labourat gant Fañch evit krouiñ ar greizenn lennegezh dre gomz, staliet e Kernot, gant ar CNRS (25 vloavezh da heul).
Met perak e oa bet ken diaes da asantiñ e oa ur "gwir" dastumadeg, al labour graet gant Kervarker ? E 1960 embannet e oa bet tezenn Gourvil en doa c'hoantdiskouez e oa bet ijinet 100% ar pezh oa e Barzaz Breizh... Donatien Laurent ne oa ket ganet evit bout klasker, a-drugarez (evidomp) d'ur gwallzarvoud spontus (koma), en doa kuitaet e raktres micher e Pariz (gwir, koñvers, skolioù meur ar gêrbenn...) evit foetañ bro gant un Nagra oc'h enrollañ tud ar vro.
Darbet en doa studiañ dastumadeg Le Diberder, met 'benn ar fin e oa bet divizet gantañ labourat war ar Barzaz Breizh.
D'ar 16 a viz Genver 1975 e souten Donatien Laurent e dezenn gant Guilcher, Le Goff, Mercier, Falc'hun. Met embanner ebet evit skignañ ar pezh en doa dizoloet. Ret e vo gortoz evit an embannadenn. Gant gwerz Loeiz le Ravallec e oa bet displeget gantañ : "la gwerz se pose en gardienne de la mémoire sociale". Ar Barzaz Breizh ? Oberenn ur skrivagner pe un dastumer ? "Evel en dije kutulhiet war ur prad ar bleunioù bravañ, ha laosket e kichen ar re ne oant ket ken brav" a respont ar c'hlasker.
Aozet e oa bet ur c'hollok e 1989 e Kernot, un abadenn c'hoariva leurenniet gant Ar Vro Bagan e maner Kernot. E 2006 oa bet soutenet tezenn Nelly Blanchard diwar ar Barzaz Breizh ivez.
D'an 30 a viz 2011 e oa bet lakaet dielloù Kervarker e Kuzul Meur Penn ar bed evit ar wech kentañ. Gant Donatien Laurent oa bet roet 600 eurvezh enrolladennoù hag a brou pegen tost eo testennoù dastumet gant Kervarker ouzh sonennoù hengounel ar vro.
Ha komz a rae brezhoneg an Aotrou Kervarker ? N'eo ket sur, hervez Fañch Postic. Evitañ e chom ur bern traoù da studiañ c'hoazh. Gant tout ar pezh a zo bet skrivet diwar benn ar Barzaz Breizh e chom pikoù goulennata e leiz ... N'eo ket echu al labour, pell alese !
0 | 0 | Tweet |
|