Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Reportage -
Krouiñ, skrivañ e brezhoneg : perak ne vez ket muioc'h a draoù nevez ? Pluennoù nevez ?
Un tammig evel an islandeg eo ar brezhoneg. Nebeut a lennerien, ur best seller a vez graet eus ul levr tizhet 300/500 lenner.ez gantañ-ti
Par Fanny Chauffin pour Kerne Multimedia le 25/10/23 18:58
Daoulagad ar werc'hez, un danevell sinet Malo Bouessel du Bourg :
Réalisation : tv bro kemperle- fea (325 vues)

Un tammig evel an islandeg eo ar brezhoneg. Nebeut a lennerien, ur best seller a vez graet eus ul levr tizhet 300/500 lenner.ez gantañ-ti.

Daou skrivagner, Maina Mallejac, skrivet ganti he eil PaV, ha Paskal Hervio, ur skrivagner boaz da ginnig levrioù d'ar re yaouank

Neuze penaos ober evit ma vefe lennerien ha lennerezed e brezhoneg ? Sketchoù berr war Internet evel Flapakarr ? Klipoù sonerezh ? Splujañ el lenn evit dizoleiñ bedoù nevez, avañturioù, beajiñ en amzer, en em lakaat e kroc'hen un den all ? Ha ma vefe skolaerien, kelennerien, tud deuet lennerien ivez ? Diaes da c'houzout ar rak hag ar perag, met poent eo kavout pluennoù nevez, tud yaouank ha kozh a lak o startijenn asambles evit ar blijadur da lenn, da eskemm, da skrivañ e ateieroù, da rannañ gant bugale a bep seurt oad ar c'hoant da c'houzout hiroc'h gant fent ha from.

Deuit disadorn da 10e30 e sal ar C'hleub e Karaez gant skrivagnerien evit ar yaouankiz, kelennerien, tud dedennet gant dazont al lenn e brezhoneg.

Voir aussi :
1  0  
Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....
Vos 5 commentaires
tony kerjean Le Jeudi 26 octobre 2023 12:08
Pa vez klasket skrivañ et bzg, ha kaset danevelloù evit prij Karaez , e vez gounezet ar prij gant Kristian Braz: 3 gwech prij an danevell, ur wech prij Langleiz. Se n'eo ket evit reiñ kouraj d'ar re all! Kerkoulz vefe krouiñ ur prij Kristian Braz ha reiñ 'neañ bep bloaz da K.Braz...
(0) 
Yann V Le Jeudi 26 octobre 2023 20:09
Nac'h embann traoù null.
(0) 
B Grosbois Le Jeudi 26 octobre 2023 22:48
Tony Kerjean, peus ken met sinañ Kristian Brasoc'h ar wech a zeu hag evel se ho po ar priz kentañ !
(0) 
tony kerjean Le Samedi 28 octobre 2023 12:09
Ah ah! Gwir eo! med n'eo ket me a skriv: ur c'hamerad din 'n eus klasket kaout ar prij-se meur da wech, ha bremañ 'n eus dihanet da skrivañ e bzg. Ne ra ket forzh ken, un truez eo, oa ket nul pezh a ree.
(0) 
Henriette Pruaud Le Lundi 30 octobre 2023 16:52
Pezh en deus ezhomm ho mignon eo ur gwir stummadur en ur wir greizenn stummañ skrivagnerien, a ve ennañ stummerien eus an dibab gopret evel Kristian Braz.
(0) 
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 0 multiplié par 9) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

  • newsletters Newsletters
  • rss Flux RSS - français
  • rss Flux RSS - breton
  • facebook ABP sur Facebook
  • twitter ABP sur X
  • youtube Chaîne Youtube ABP
  • Le blog du site web
  • 2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons