Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Agenda -
Kendiviz "Lazhkenelioù, un tabou e Frañs" d'an 19 a viz Meurzh e Gwened
Savet e vo gant Kevre Breizh hag ELEN, Rouedad Europa evit ingalded ar yezhoù, ur c'hendiviz anvet "Lazhkenelioù, un tabou e Frañs" hag a vo dalc'het d'an 19 a viz Meurzh 2022 e Gwened war campus Toc'hanig Skol Veur Kreisteiz Breizh eus 9e30 vintin da 5e30 d'abardae (enskrivadurioù digoust enlinenn).
Par Kevre Breizh pour Kevre Breizh le 8/03/22 1:14
54611_1.png

Savet e vo gant Kevre Breizh hag ELEN, Rouedad Europa evit invalided ar yezhoù, ur c'hendiviz anvet "Lazhkenelioù, un tabou e Frañs" hag a vo dalc'het d'an 19 a viz Meurzh 2022 e Gwened war campus Toc'hanig Skol Veur Kreisteiz Breizh eus 9e30 vintin da 5e30 d'abardae.

War betra eo diazezet ul lazhkenel ? Penaos e vez lakaet ul lazhkenel da c'hoarvezout ? Ha lazhkenelioù a zo e Frañs ? Penaos stourm a-enep ar politikerezhioù lazhkenel ? Pe zisoc'hoù a zo bet tapet betek-henn ?

Dindan paeroniezh Yves Plasseraud e vo roet deomp da c’houzout gant ur skolaj skiantourien, arbennigourien ha stourmerien (Rozenn Milin, Jean-Jacques Monnier, Elin Haf Gruffydd Jones, Pierre Klein, Louis-Georges Tin...) stad an enklask a laka war wel ar politikerezhioù lazhkenel, hag an obererezhioù stourm war an dachenn evit klask enebiñ dezhe. Ha respont d’ar goulenn-mañ ken diazez e-keñver Gwirioù Mab-Den : ha politikerezhioù lazhkenel a zo lakaet da c’hoarvezout e Frañs an deiz hiziv ?

Enskrivadurioù digoust enlinenn :

Kinnig ha programm klok : www.kevrebreizh.bzh/colloque-ethnocides

Document PDF Skritell kendiviz "Lazhkenelioù, un tabou e Frañs". Source :Kevre Breizh
Voir aussi :
0  0  
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 5 multiplié par 5) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

  • newsletters Newsletters
  • rss Flux RSS - français
  • rss Flux RSS - breton
  • facebook ABP sur Facebook
  • twitter ABP sur X
  • youtube Chaîne Youtube ABP
  • Le blog du site web
  • 2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons