Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
Luc'hskeudennoù en-dro da da istor lorn-bro Montroulez
Luc'hskeudennoù en-dro da da istor lorn-bro Montroulez
- Agenda -
Kafedi Istor en Henvig : \"Studiañ an istor lec’hel\"
Kafedi Istor : \"Studiañ an istor lec’hel, diwar skouer Gorre Leon ha ledenez Taole pergen\" (lusket gant Rafael Urien) D’ar Sadorn 16 a viz Ebrel 2022, 2e30 goude merenn, e Kêr an holl (savadur al levraoueg), 1 straed an Halt, Bourk HENVIG
Par Rafael Urien pour Kevredigezh Vrezhon le 10/04/22 13:49

Kafedi Istor : "Studiañ an istor lec’hel, diwar skouer Gorre Leon ha ledenez Taole pergen" (lusket gant Rafael Urien)

D’ar Sadorn 16 a viz Ebrel 2022, 2e30 goude merenn, e Kêr an holl (savadur al levraoueg), 1 straed an Halt, Bourk HENVIG

Muioc’h c’hoazh eget studiañ istor al lec’h-mañ-lec’h ez eo da gentañ-holl eus an hentenn d’en ober hag a vo anv anezhi er wech-mañ. Alies o devez tud 'zo, kar-o-c’hornig-bro anezho, c’hoant da studiañ o istor. Met, ur wech difluket ar soñj-se, petra klask resis ? Gant petore mammennoù ?

Gant skouer istor Gorre Leon, ha ledenez Taole pergen, e vo strivet da respont d’ar goulennoù-se, ha da sevel ur framm a c’hallfe bezañ implijet evit n’eus forzh petore korn-bro all eus Breizh.

Voir aussi :
1  0  
Mennet eo ar Gevredigezh vrezhon da grouiñ ur vuhez kevredigezhel brezhon dre obererezhioù liesseurt : displegadennoù mareadek war dodennoù lieseurt (istor, douaroniezh, fizik, armerzh, prederouriezh, lennegezh…), c’hoariva, festoù-noz, mennozhioù a bep seurt da ziorren diouzh kinnig ar berzhidi… Kinnig a reor traoù a sell hon amzer kempred hag an dazont, kuit a gement spered “folklorel“ a ve, hag a sell kenkoulz Europa hag ar bed a-bezh ha Breizh hag ar broioù keltiek all Sevel e Breizh a-bezh ur rouedad kreizennoù lec’hel a vuhez kevredigezhel brezhon eo pal “Kevredigezh Vrezhon“…Mard oc’h deuriet gant hon embregadenn e c’hellit mont e darempred ganeomp a-benn krouiñ kreizennoù lec’hel en ho kornvro
[ Gwelout pennadoù all Kevredigezh Vrezhon]
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 1 multiplié par 4) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

  • newsletters Newsletters
  • rss Flux RSS - français
  • rss Flux RSS - breton
  • facebook ABP sur Facebook
  • twitter ABP sur X
  • youtube Chaîne Youtube ABP
  • Le blog du site web
  • 2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons