War-dro 1978-1980 – dibenn an hañv.
Ur strollad krennarded e gwerjez Abati an Aelez, e porzh an Aber Ac'h, deuet da bleustriñ war ur pezh-c'hoari : leaned sant Frañsez o tont d'ober o annez en Aber Ac'h. Etre ar pleustradegoù, ez eont da vale dre ar vro war roudoù sant Herve, Mikeal an Nobletz, sant Anton…
Oc'h ober war o zro, ar c'hloareg yaouank Frañsez, a zo gant e vloavezh diwezhañ er c'hloerdi bras.
Hogen, n’eo ket bepred eeun ar vuhez… Dibab a ranko ar c'hloareg etre galvidigezh Doue ha galv ar bed…
ISBN : 978-2-916845-47-0
20x14 – 90 p.
Priz : 11€
E gwerzh gant Aber hag el levrdioù.