Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
Kemmoù kevredigezhel abaoe an 19vet kantved
Kemmoù kevredigezhel abaoe an 19vet kantved
- Agenda -
Kafedi Istor : "Kemmoù kevredigezhel ha kevredadel, war ar maez pergen, abaoe an 19vet kantved" (lusket gant Rafael Urien)
Kafedi Istor : "Kemmoù kevredigezhel ha kevredadel, war ar maez pergen, abaoe an 19vet kantved" (lusket gant Rafael Urien) D’ar Sul 23 a viz Mezheven 2024, 5e goude merenn, e tavarn ar Finnegans, 46 straed Aristide Briand, KEMPER
Par Rafael Urien pour Kevredigezh Vrezhon le 12/06/24 23:22

Kafedi Istor : "Kemmoù kevredigezhel ha kevredadel, war ar maez pergen, abaoe an 19vet kantved" (lusket gant Rafael Urien)

D’ar Sul 23 a viz Mezheven 2024, 5e goude merenn, e tavarn ar Finnegans, 46 straed Aristide Briand, KEMPER

Da heul ar C’hafedioù Istor a selle ouzh an istor lec’hel (gwelet dreist-holl diouzh sell ar frammoù ensavadurel hag an darvoudoù dreistordinal) hag al lignezouriezh e kinnigimp er wech-mañ unan all, a-ziforc’h met a gloka an daou Gafedi Istor kentañ, dre ma harpo da gompren penaos e veve, ez fetisoc’h, hon hendaoù gwechall, war ar maez pergen, met ivez e bed ar c’hêrioù pe e hini ar besketerion. Kregiñ a raimp neuze da sevel un daolenn, dodenn-ha-dodenn, eus ar vuhez evel m’edo en 19vet kantved : perc’hentiezh ha labour an douar, prantadoù bras ar vuhez eus ar c’hanedigezh betek an tremenvan hag ar vuhez en tiegezh, dudioù ha sevenadur poblek, relijion kristen ha kredennoù "folklorel", ardremez ar maezioù hag aozadur an atantoù, buhez ar bourkoù bihan hag al lies micherioù a veze kavet enno…, kement-se a-drugarez da labourioù Yann Brekilien evit "oadvezh aour" sevenadurezh ar maezioù en 19vet kantved, met ivez da re skrivagnerion all (eñvorennoù testoù an amzerioù kent, kevredadourion…) o deus labouret war prandadoù nevesoc’h.

Rak anat eo ne voe bikoazh bed ar gouerion "difiñv", a-bell en doa anavezet emdroadurioù ha nevezadurioù, abaoe ar Grennamzer pe an Neolitik zoken. Hogen, hep mont ken pell-se, e c’haller komz eus un "arnevezelezh" he deus kresket dizehan adalek ar bloavezhioù 1830/40. Keit abred hag an amzer-se e voe graet strivoù da wellaat ar c’hehentiñ (hentoù-douar, hentoù-mor gant digoradur al linenn Montroulez-An Haor Nevez e 1839, hentoù-houarn a dizh Kornôg pellañ Breizh e 1863 e Kemper hag e 1865 e Brest), diorreadur "atantoù-patrom", kelaouennoù ha kevredigezhioù gounezoniourion…, bihan o levezon war verr amzer war ar gourion vihan, met a vo donoc’h o levezon war hir amzer. Kemmoù a voe merzet en 19vet kantved el labour-douar (douaroù tirien ha lanneier war gilaat, ardivinkoù labour-douar nevez, kresk perc’hentiezh an douaroù gant ar gouerion…), emdroadur o kenderc’hel el lodenn gentañ an 20vet kantved, tra ma kreske levezon an arnevezelezh hag ar patromoù gall ha ma kreñvae ar c’hemplezhioù hag ar vezh eus kement a hañvale bezañ breton, "plouk" neuze.

Hogen en eil lodenn eus an 20vet kantved eo dreist-holl ez eas d’ur skeul kalz brasoc’h ar c’hemmoù : ne voe ket mui "emdroadurioù" pe "krommadennoù" hag a dreuzfurmas neuze ar maezioù. En he foull e kouezhas neuze ar gevredigezh hengounel, ha war bep tachenn : labour-douar deuet da vezañ dreist-modern, arbennikaet hag askoridik ; familh ledan hag hengounel treuzfurmet-krenn, a-raok bezañ daelet zoken e wir abeg da vezañ anezhi ; digristennadur don…

Emdroadurioù aet ken pell ma c’haller, e 2024, en em soñjal hag-eñ ez a da get an denelezh pe hag-eñ ez a da vezañ treuzfurmet gant patromoù nevez, niverus hag alies enebet etrezo, etre reoù a venn mont pelloc’h en treuzfurmadur hag skarzhañ da vat kement eñvor zoken eus an tremened, pe venn reoù all er c’hontrol adsevel un darn vras eus pezh a zo bet diskaret.

Voir aussi :
1  0  
Mennet eo ar Gevredigezh vrezhon da grouiñ ur vuhez kevredigezhel brezhon dre obererezhioù liesseurt : displegadennoù mareadek war dodennoù lieseurt (istor, douaroniezh, fizik, armerzh, prederouriezh, lennegezh…), c’hoariva, festoù-noz, mennozhioù a bep seurt da ziorren diouzh kinnig ar berzhidi… Kinnig a reor traoù a sell hon amzer kempred hag an dazont, kuit a gement spered “folklorel“ a ve, hag a sell kenkoulz Europa hag ar bed a-bezh ha Breizh hag ar broioù keltiek all Sevel e Breizh a-bezh ur rouedad kreizennoù lec’hel a vuhez kevredigezhel brezhon eo pal “Kevredigezh Vrezhon“…Mard oc’h deuriet gant hon embregadenn e c’hellit mont e darempred ganeomp a-benn krouiñ kreizennoù lec’hel en ho kornvro
[ Gwelout pennadoù all Kevredigezh Vrezhon]
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 7 multiplié par 0) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

  • newsletters Newsletters
  • rss Flux RSS - français
  • rss Flux RSS - breton
  • facebook ABP sur Facebook
  • twitter ABP sur X
  • youtube Chaîne Youtube ABP
  • Le blog du site web
  • 2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons