Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
Istor un tad gant un I-phone, un I-book, un dabletenn, un urzhiataer, un...
Istor un tad gant un I-phone, un I-book, un dabletenn, un urzhiataer, un...
- Reportage -
Priz ar Vugale : div enrolladenn dija, hag ur c'haier poelladennoù
A-raok an daol grenn raktreset e Karaez, e gouel al levrioù, setu daou istor lennet gant Erell Beloni evit sikour ar voused kelc'hiad kentañ da lenn e brezhoneg istorioù fentus, fromus, skrivet evito
Par Fanny Chauffin pour Kerne Multimedia le 13/10/23 22:24
Naig, Youen hag an aerouant lennet gant Erell Beloni :
Réalisation : tv bro kemperle- fea ( vues)
Naig, Youen hag an aerouant lennet gant Erell Beloni :
Réalisation : tv bro kemperle- fea (325 vues)
Den Bleiz, lennet gant Erell Beloni :
Réalisation : tv bro kemperle- fea (325 vues)

A-raok an daol grenn raktreset e Karaez, e gouel al levrioù, setu daou istor lennet gant Erell Beloni evit sikour ar voused kelc'hiad kentañ da lenn e brezhoneg istorioù fentus, fromus, skrivet evito.

Ur marc'heger gant ur marc'h fin, hag un aerouant a sav goulennoù droch...

Priz ar Vugale 2023/2024 a zo bet aozet en un doare disheñvel : titloù bet Priz ar vugale, bep hini anezho ha roet da vugale n'o deus morse lennet anezho. Evit sikour al lenn, enrolladenn an destenn penn da benn hag ur c'haier poelladennoù, "lennegezh", evit ma c'hellfe pep bugel e leuniañ evit dibab, ur wech lennet ar pevar istor.

Skrivet gant Armel le Sec'h, "Naig, Youen hag an aerouant" a gont istor ur breur hag ur c'hoar gant un ui aerouant en ur sac'h skol. Gant Carl Diekman, skrivet gantañ pa oa e Pevare klas e skolaj Diwan Kemper, setu "Den bleiz" , un istor fentus ha skrijus, spontus zoken evit pennadoù ' zo, etre ur c'hoari video a zeu da vout gwir hag ur gwallhuñvre ! Skrivet gant Marie-Françoise Castric ha Fanny Chauffin, an "Tadig seizh brec'h" a gont istor un tad ne gemer ket amzer da c'hoari gant e vab. Ha benn ar fin, ar pevare skrivet gant Pierre-Emmanuel Marais a gont un istor fentus ken-ken gant ur marc'heger yaouank hag ur marc'h speredek-kenañ gouest da jediñ kalz gwelloc'h eget ar paotr !

Evit kemer perzh e Priz ar vugale (daou euro al levr, gallout a ra ar skolaer.ez kemer pevar levr evit ar c'hlas, pe ul levr dre skoliad.ez, pe c'hoazh ar pevar evit pep hini anezho), ret e vo ober buan ! Ret eo lakaat h.ec'h anv dre bostel : afea [at] laposte.net, pe war eeun gant kvb :

Voir aussi :
0  0  
Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 7 multiplié par 5) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

  • newsletters Newsletters
  • rss Flux RSS - français
  • rss Flux RSS - breton
  • facebook ABP sur Facebook
  • twitter ABP sur X
  • youtube Chaîne Youtube ABP
  • Le blog du site web
  • 2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons