22vet pennad war "Diwan, pedagogiezh ha nerzh krouiñ", penaos e c'hell yezhoù bihan hag o skolioù dont da vout kefluskerien sevenadur ar vro ?
Kant bro, kant giz : Eisteffod ha kleweled e Kembre, bannoù treset, bertsu eskola e Euskadi, sinema e Katalonia … Pep bro o sevel ur sevenadur a zo hec'h hini, ha n’eo ket hini ar re all, formatet, produet e Stadoù Unanet, o reiñ an hevelep tra d’ar blanedenn a-bezh.
Se an hini eo dalc’h ar yezh minorelaet : bout ul lodenn eus krouidigezh ha faltazi o tont eus yezhoù ha bedoù a ra pinvidigezh ar bed, evel al loened hag ar plant, un « ekologiezh evit deskadurezh mabden » (Dicharry, 2013).
Pa vez tud eus an diavaez o weladenniñ Breizh e vez ar festoù-noz ur souezh bras dezho. Gwelet tud a bep seurt oad, a bep seurt renkadoù sokial, o tañsal asambles, hañv ha goañv, gant strolladoù diniver, kanerien, sonerien, bagadoù,...
Hag alies ne wel ar Vretoned ket pezh a zo dirak o fri : un teñzor eo ar festoù-noz, peadra enno da vezañ gwellaet c’hoazh : piv a oar dañsal e-touez kerent Diwan ? Piv a sav pozioù nevez ? Met doareoù da zañsal nevez a vez gwelet, strolladoù evel IMG o kanañ e gallaoueg diwar-benn Kernitron al Lann pe an OGK, kanaouennoù nevez Rozenn Taleg, Kaou an Davay...
Evit ar wech kentañ en Euskadi e oa bet trec’h ur plac’h er genstrivadeg bertsu e 2009 gant Maialen Lujanbio. E Breizh eo Lena Louarn e penn ar jeu evit an idantelezh e Rannvro Breizh, addilennet e miz Kerzu 2015. E Bro Skos e vez gwelet merc’hed e bed ar bolitikerezh hag ar c’hrouiñ arzel. E Sardiña, war enez Manav, e Kerne Veur, e vezont niverusoc’h-niverusañ o krouiñ doareoù nevez da vevañ ha da lakaat ar yezh vihan e penn ar jeu, evel ar strollad Gast hiziv, met ivez, mammoù ha mammoù-kozh Diwan evel Andrea ar Gouilh, Nolwenn Korbell, Marion Gwenn, Angèle Jacq, Brigitte Kloareg, Louise Ebrel, Brenda Wooton, Sinead O Connor...
Evit ganedigezh an Ikastolak e oa un afer merc’hed ivez, un tammig evel Anna ar Beg hag Anna-Vari Chapalain o vont da vro Euskadi a-raok kregiñ da vat gant ar raktres Diwan :
Al lodenn vrasañ a oa merc’hed kiriek a gare Euskadi hag o doa ur sevenadur bras. hep diplomoù zoken e oant gouest da dreuzkas ar sevenadur. Hag o kemer harp warne, tamm-ha-tamm e oa aet ar raktres aet war-raok.