Laouen e oa ar vugale da c'houzout e oa bet priziet o labour ba Pondi. Pleustriñ istorioù, gallout kontañ hep deskiñ dre eñvor, sellout ouzh an dud, bout kad da gemer mouezh ur c'horrigan torrpenn pe ur briñsez strobinellet e touseg, sed aze ar pezh o doa desket, ha kalz muioc'h ouzh an dra-se moarvat...
Gant pemp skol, ha peder skol kentañ derez (Diwan Kemperle, Kervilin Molan, Guehenno Kemperle, Kroaz Santel Kemperle) ha skolaj Kerbertram oa bet graet ul labour dreist, gant margodennoù (loeroù pe evit ar bizied), oc'h implij ar video (gant skeudennoù bro Kemperle evit Guehenno), war 22 film video, 10 a zo bet miret er c'hentañ tro gant juri bro Gerne.
Hag evit an eil tro, emit-hu ? Setu ar palmares hag al liammoù evit selaou anezho :
Kontadennoù en galleg :
- Priz kentañ, Josef, skol Kervilin ba Molan evit e gontadenn : "Jakez Donal" (istor Jakez, kavet e bro Skos hag e Breizh e levr YF Kemener)
https://youtu.be/XEoklseuEiM
- Eil briz : klas Ulis skol Guehenno Kemperle evit kontadenn "korrigan Sant Drin" (ur gontadenn broioù Izel azasaet da vro Gemperle)
https://youtu.be/nHXHtfojR1U
E brezhoneg
- Priz kentañ : Anna ha Kela, skol Diwan Kemperle, evit "Ar brinsez strobinellet" (dastumet gant Fañch an Uhel ba bro Dreger)
- Eil Briz : Malo ha Matthieu, skol Kervilin (klas Simon) gant "Park ar gorriganed / penaos e oa ganet stêr Merien, dastumet gant Daniel Carre) :
- Taol Kalon ar juri da glasad Mael ar Floc'h Kevilin Molan evit e labour dispar graet gant : "ar wezenn avaloù" (kontadenn gant sonerezh graet gant ar vugale) ha "rimadelloù
https://youtu.be/VmIdZMbAEhU
https://youtu.be/pwBoqhKKgRs