Lidet e vo deiz-ha-bloaz ur Priz ijinet ugent vloaz zo e Kemper asambles gant féa ha keit vimp bev en ABP (meur a gronikenn), e Gouel al levrioù Karaez, gant skritelloù nevez...
Piv en dije lavaret e 2004 e vefe bet kement a dud, kelennerien, skolajidi, liseidi o kemer perzh ingal e meur a skol e Breizh en ur c'honkour nevez ? Ha penaos, e 2023, tresañ un dazont nevez evit ar priz ?
2004 : loc'het ar raktres e Kemper gant Fanny Chauffin ha Yann-Fañch Jacq
Goude bout nac'het gant lod eus an tiez-embann (an Here, al Lanv, al Liamm...), setu Keit Vimp Bev oc'h asantiñ broudañ ha brudañ ar raktres kinniget gant ar gevredigezh fea : krouiñ ul lennegezh evit ar yaouankiz o kemer harp war "Les Incorruptibles", kenstrivadeg e lec'h e vez ar skolidi o tibab ar gwellañ levr o deus lennet (480 000 a skolidi skol vamm/lise o kemer perzh e miz Even 2023 e bro C'hall). Met penaos ober hep bout sikouret gant strollegezhioù lec'hel evit embann, skignañ, maketenniñ, arc'hantaouiñ ar prizioù... ? Mont da welout an dilennidi eveljust, ha buan e oa bet asantet gant Renerezh rannvroel ar Yaouankiz hag ar Sportoù renet d'ar mare se gant Jean-Pierre Garrec, brezhoneger tost ouzh Skol an Emsav Roazhon, ha depute "Diwan", Jean-Yves Cozan da galonekaat ar raktres. Ha dibaoe kendalc'het o deus da skoazell Féa, ha Keit Vimp bev.
E penn kentañ miz Gwengolo e oa bet kaset c'hwec'h testenn gant ur stumm "paper" (luc'heilennoù, diposubl da voullañ gant an diouer a amzer) da 400 skolajiad ha lisead Diwan, ha roet ar prizioù e Gouel al levrioù Karaez. Ha piv oa bet trec'h ? An hini yaouankañ, liseadez Diwan 17 vloaz, Gwenvred Latimier-Kervella evit "Huñvreoù", ha Yann-Fañch Jacq evit "N'omp ket deñved". Skrivet e oa bet istorioù ivez gant Mai Ewen, Muriel le Morvan, Envel Kervoas, hag Angel Jacq. Ganet e oa bet Priz ar Yaouankiz.
Met piv a skriv e brezhoneg evit ar yaouankiz ?
Ret eo anzav : a-raok PAY, bez oa kazi 'met troidigezhioù, gant Lizig, un albom embannet teir gwech gant Roparz Hemon da gentañ, ha da c'houde gant TES, e gwenedeg gant Ti Douar Alre. Gant an Here, e oa bet skrivagnerien evel Garminig Ihuellou, Mich Beyer ha Yann Gerven, ganto un doare Enyd Blyton, "kleub ar 5", plijus ha gwriziennet evit lod anezho e Breizh. Met evit ar re all, re nebeut atav. Neuze pa oa bet graet ar galv evit ar skrivagnerien, kaset e oa bet d'an 200 daneveller.ez al Liamm ur gerig evit goulenn diganto ma vefent prest da skrivañ un istor evit tud yaouank a vremañ etre ar 6vet betek an eilvet klas, gant tud yaouank e kreiz an istor ( 40 000 sin gant ar spasoù), gant ur brezhoneg aes a-walc'h, ha gant doareoù liesseurt da gas an istor : romant polis, istorioù familh, mollac'h, faltazi, istorel ... Hag ur respont gant 50 anezho ur miz war lerc'h !
Ar re yaouankañ a oa alies ar re vrudetañ, e lise Diwan Karaez evit lod anezho met liseidi Lann er Ster ivez : Gwenvred Latimier Kervella gant Hunvreoù e 2004, Marianna Donnart ha Moran Dipode gant ar "best seller" Brezel an erevent a blij atav d'al lennerien yaouank, hag an heuliad Hudour an tour du. Gant Uisant Crequer e oa bet skrivet Gwad ar grannared, Mael Poulossier Kael hag ar gorriganed, gant Klervi Ily Bed Alastaïr, Erwan Billant gant Dorn Dir, Ewen Jacq gant tri levr heroic fantasy, Chase Valeeg, ha Loeiza an Duigou, bet e lise Diwan, gant Oremuz ha Straed ar skav gwrac'h.
Evit ar skrivagnerien all e vez kavet gwir "marathoniens" evel Yann Fañch Jacq (12 titl), Mai Ewen (10 titl) , Jakez Erwan Mouton(10 titl). Temoù a vez liammet gant ar skrivagnerien : Afrika evit Paskal Hervio, Grennamzer ar Gelted gant Pierre Emmanuel Marais, mare ar Gelted Kozh gant Armel le Sec'h, romantoù polis (ral siwazh) gant Gi Bideau. Kavet e vez ivez barzhoniezh uhel gant Malo Bouessel du Bourg Daoulagad ar Werc'hez. A-wechoù e vez skrivet gant meur a skrivagner.ez evel Kroaz Hent pe Un, div, teir. Gant Mich Beyer ha Herve Lossech eo bet savet un heuliad danevelloù berr. Interessant eo da welet eo kempouezh niver a skrivagnerezed ha skrivagnerien.
Al lennerien hag ar gelennerien/c'helennerezed : ur 500 bennak pep bloaz !
Hepto, priz ebet, ha e touez anezho, tud feal a gemer perzh pep bloaz. Skolajoù ha liseoù Diwan eveljust kar enno e vez kavet ar muiañ a vrezhonegerien gouest da lenn tri romant en ur bloavezh skol, pa vez levrioù all da lenn er "program" ! Sten Charbonneau a lenne e skolaj Diwan Kemper ar skridoù a vouezh uhel, Herve Peaudecerf a gase ur pezh mell "Rallye lenn" e Plijidi gant klasadoù ar skolaj en e bezh, Gwenola Coic gant he skipailh Plijidi a gase meur a raktres (rap, tresadennoù, barzhonegoù, enklaskoù...) tro dro d'al levrioù lennet. Degemer ar skrivagnerien zo bet plijus alies, gant goulennoù dic'hortoz, lennadennoù fromus, ha sell ouzh ar "skrivagnerien" cheñchet goude lid ar prizioù er skolaj. E 2023, al lid bet en Astrolab (skolaj Diwan ar Releg) oa brav, er maez, gant skolajidi aketus.
Ar juri ha redadeg KVB/fea
Hep juri, choaz ebet. Resevet e vez ganto un ugent bennak a skridoù e penn kentañ miz Mae, dezho da lenn anezho ha da varnañ ar skridoù evit fin miz Mae. Tabutoù, arguzennoù, pep hini a zifenn, a glask reiñ kuzulioù d'ar skrivagner.ez, evit gwellaat h.e skrid, ha pinvidik eo an disoc'h. Ur wech embannet, e krog labour an difazierien : Sten Charbonneau, Yann Gerven, Mich Beyer, Sarah Chedifer... Ur wech graet, maketennet eo ar skridoù e-pad ar vakansoù, enrollet e vez anezho e miz Gwengolo, ha moullet pep tra evit bout prest e gouel al levrioù e Karaez. Ur redadeg me lavar deoc'h ! E miz Even e oa bet rediet skipailh fea ha kvb da heulian lid ar prizioù, disoc'hoù votadegoù ha prientiñ levrioù da zont (dek, asambles gant Priz ar Vugale, ganet pemzeg vloaz zo). Dre voneur e oa skipailh a vicher Keit Vimp bev o sikour evit brudañ, kemer an enskrivadurioù, kas al levrioù,...
Hag an dazont ?
N'eo ket sur e vo eus PAV en amzer da zont. Aet eo kuit rener Yann-Fañch Jacq ha gantañ politikerezh embann an ti a seblant en arvar. Féa, ar gevredigezh a ra war dro ar juri, ar skridoù, an difazierien, an enrollerien, al lidoù er skolioù, an darempredoù gant ar skrivagnerien... en dije c'hoant treuzkas ar vazh test d'ur skipailh nevez. C'hoant gant ar skipailh tud a vicher KVB kenderc'hel gant kazetennoù hepken. Ha neuze, penaos e vo ? Un ti embann nevez ? Tud nevez gant ar raktres reiñ "boued fresk" da lenn, skrivet gant pluennoù nevez asambles gant ar re a zo bet ken plijet da skrivañ ha da lenn ? Ober ur mont ha dont etre an enrolladennoù, al levrioù, hag ar filmoù a zo bet savet (8 anezho evit ar poent, un navvet o tont), sevel un dra all, atav evit ar re yaouank ? Gant ma vo kendalc'het gant al lañs roet 20 vloaz zo, d'ar grouidigezh, da dud a blij dezho skriv ha lenn, e brezhoneg, hep trein lennegezh hollvedel hepken...
1 | 0 | Tweet |
|