A bep seurt festoù noz a vez kavet er vro, ramzel evel e Roazhon evit Yaouank, ha bihan, digoust, kollet war ar maezioù, evel Penn Kelenn !
Disadorn paseet, unnek eur, ur chadenn 70 a dud o tañsal asambles, gant kanerien b'an dañs, kanerezed yaouank, koshoc'h, kanerien kan ha diskan gant un heuliad gavotennoù an Aven, akordeoñs gant vals Piaf, sonennoù nevez kompozet gant ar Miss Ninnog : peadra da zañsal ha da c'hoarzhin. Kazimant tout an dud a breg brezhoneg etreze, gwir eo, mat e vefe gwelout muioc'h a dud yaouank, met ar pemzeg bennak a zo aze a zo kontant da zeskiñ, da glask ober, da gompren. Brav eo an disoc'h, gant ul labourer douar bio, Gi Penseg, a zeu a benn, hep skritell, bruderezh, rouedad internet ebet, da bakañ kement a dud a zo bet kelaouet a veg da veg. Gant ma chomo er vro seurt abadennoù a-hed ar bloaz, gant fest al leur, gant ar c'hampionad bedel dibluskañ pato, ar c'honkour paledoù, ar redadeg, un darvoud ar miz a lak tud ar vro da c'hoarzhin ha da dremen amzer blijus etreze, pell eus "ar mekanikoù bras" e kêr.
1 | 0 | Tweet |
|