Ar vagouri divyezhek brezhoneg-galleg a zigoro e trimiziad 1añ 2018 e Roazhon
Ar C’huzul-merañ, izili burev Neizhig, Kêr Roazhon, Divskouarn hag Ofis publik ar brezhoneg, zo laouen o reiñ deoc’h da c’houzout e tigoro magouri vrasañ divyezhek brezhoneg-galleg Breizh e Roazhon a-benn trimiziad 1añ 2018.
Da bep distro-skol e welomp, e kêr Roazhon, e vez muioc’h-mui a gerent hag a zibab skoliata o bugale e-barzh an hentadoù divyezhek brezhoneg-galleg ha kement-se adalek ar skol-vamm.
Kêr Roazhon, harpet war he rouedad skolioù divyezhek efedus, ne ginnige, koulskoude, lec’h degemer bugaligoù ebet daoust m’emañ el lusk roet d’an divyezhegezh brezhoneg-galleg ha ma’z eus ur goulenn kreñv er gevredigezh. O welet e oa un ezhomm eo deuet ar soñj da zigeriñ ur framm degemer divyezhek brezhoneg-galleg e Roazhon gant statud ur gevredigezh.
Diwar atiz ar gevredigezh Divskouarn, ur gevredigezh hag a labour evit kas ar brezhoneg war-raok a-raok ar skoliata hag Ofis publik ar brezhoneg, en doa lakaet ur strollad labour kalz a boan neuze evit sevel ur vagouri divyezhek brezhoneg-galleg e Roazhon : Groupe de travail crèche bilingue breton-français - Strollad labour magouri divyezhek brezhoneg-galleg. E miz Meurzh 2015 e oa en em unanet an dud a oa en emvod kentañ ha krouet o doa « Neizhig ».
Goude daou vloaz hepken ha goude bezañ labouret a-dost gant servijoù Renerezh ar Vugaligoù Kêr Roazhon,
eo laouen skipailh Neizhig, Kêr Roazhon, Divskouarn hag Ofis publik ar brezhoneg, o reiñ deoc’h da c’houzout e tigoro magouri vrasañ divyezhek brezhoneg-galleg Breizh e Roazhon a-benn trimiziad 1añ 2018.
Betek 16 bugel a c’hallo bezañ degemeret en 81 boulouard Alberzh 1añ, e karter Brekiniou.
Kroget e vo da duta implijidi en diskar-amzer. Ret e vo d’an implijidi kaout an div varregezh-mañ war un dro : bugaligoù ha brezhoneg
Meret e vez an ti gant ur gevredigezh met ar plasoù a vez roet dre hanterouriezh ar Steredenn - L’Étoile, hervez an dezverkoù e talvoud evit magourioù all Roazhon.