Ar Behourd 'zo ur sport dic'hortoz kement ha dianav... Padal eo ur sport modern, fromus hag awenet gant ar grennamzer.
Ar pal 'zo simpl a-walc'h: O vezañ gwisket gant houarnwiskoù eo ret implij klezeier ha bouc'hili evit lakaat ar skipailh all war al leur.
Mes peseurt liammoù gant an istor e gwirionez ? Petra eo reolennoù hag istor ar sport-se ?
Ha dreist-holl, perak e plij da dud 'zo hiziv an deiz bezañ gwisket gant houarnwiskoù ha skeiñ d'ar re all gant bouc'hili ?
Nikolaz 'zo bet e darempred gant ur skipailh a Vreizh anvet " Ar Groaz Du " evit klask kompren gwell ar sport dic'hortoz-se.
Un abadenn istitlet e galleg hag e brezhoneg
2 | 0 | Tweet |
|