Version en français du communiqué ci-dessous
Strollad Breizh a-du gant ar saverien moc'h
Evit un emglev a galite kenderc'herien - bevezerien
Ouzhpenn miz 'zo abaoe m'emañ kenderc'herien moc'h Breizh o sachañ evezh an dud diwar-benn ar stad ekonomikel arvarus a vez ganto. Embann a ra Strollad Breizh e gengred ganto ha diskuliañ a ra digasted politikerezh al labour-douar gall en Europa, ha dic'halloud Rannvro Breizh da reiñ sikour da saverien moc'h Breizh. D'ar Bretonezed ha d'ar Vretoned an hini eo da sevel un emglev a galite evit kemer penn an traoù en-dro.
Ebarzhiñ a ra Bro-Frañs muioc'h a voc'h eget ma vez kenderc'het enni. Aet eo ar c'hempouez kenwerzhel eus + 94 milion a euroioù e 2000 da - 366 milion a euroioù e 2014. Ret eo d'ar genderc'herien vreizhat gwerzhañ o c'henderc'h gant ur priz izeloc'h eget na goust dezho. Abalamour d'ar c'hevezerezh spagnat hag alaman, dre ma'z eus e Bro-Alamagn labourerien marc'hadmat o tont eus broioù ar Reter. Abalamour ivez d'ar gwask war ar prizioù gant an embregerezhioù treuzfurmiñ ha gant ar gourmarc'hadoù bras. Oc'h astenn e veli emañ an dasparzherezh bras dres evit reoliñ naoz ar magañ moc'h. Perc'henn eo Leclerc war lazhti Kermene en Aodoù an Arvor, hag adperc'hennet eo bet GAD gant Intermarché e Josilin.
Tost an hanter eus ar saverien a vez o yalc'h goullo ganto er bankoù, 15 % anezho a zo oc'h ober freuzstal. Ar peurrest, an drederenn anezho c'hoazh, a zo prest da arnevesaat o stalioù magañ moc'h.
Gant un enkadenn ken bras ez eo gwall zister respont ar gouarnamant gall : 5 milion a euroioù evit dilemel skodennoù sokial ar saverien e freuzstal, 9 milion a euroioù a skoazell evit ar genderc'herien, ha goulenn digant ar gourmarc'hadoù paouez gant kampagnoù gwerzhañ kig marc'hadmat drastus evit ar prizioù. Prometet o deus Lecler hag Intermarché, eus o zu, lakaat kreskiñ priz ar c'hilo eus un nebeud santimoù.
Diforc'hioù bras a gevezerezh e-diabarzh Europa a zo : amañ emañ an dalc'h dres. An disoc'h a zeuio eus an dibab politikerezh. An Europa sokial a fell deomp a rank lakaat un termen d'an digempouez o tont eus al labour marc'hadmat ! Dleout a rafe ar vevezerien, eus o zu, paeañ aes a-walc'h ur c'henderc'h a zo da vezañ lakaet ar priz reizh warnañ.
Goulenn a ra Strollad Breizh digant an dasparzherezh bras e vefe embannet fraezh orin breizhat ar c'hig moc'h. Broudañ a ra Strollad Breizh ar genderc'herien hag ar vevezerien da gaout un emglev diwar benn daou graf: kalite ar c'hig e-keñver gwarez an endro, ha kalite ur priz reizh. Evit saveteiñ an implijoù hag ar c'henderc'h moc'h breizhat e c'hell ar Bretonezed hag ar Vretoned paeañ ar c'hilo un nebeud santimoù ouzhpenn !
Kengret eo Strollad Breizh gant saverien moc'h Breizh. Goulenn a ra digant ar Stad c'hall daskoriñ arc'hant evit talañ ouzh an enkadenn a zo deuet diwar he folitikerezh dreistfrankizour europat drastus evit Breizh. Dleout a ra ar genderc'herien vreizhat gellout derc'hel gant o labour ha diorren marc'hadoù diabarzh ha war an dachenn etrebroadel. Dic'houzañvus eo e vefe marc'hadourezhioù "Produet e Breizh" bet graet gant kig moc'h marc'hadmat o tont eus an estrenvro !
Le Parti Breton solidaire des éleveurs de porcs bretons
Pour un pacte de qualité producteurs- consommateurs
Voici plus d'un mois que les producteurs de porcs bretons alertent l'opinion publique sur leur situation économique catastrophique. Le Parti Breton exprime sa solidarité et dénonce l'incurie de la politique française agricole en Europe, et l'impuissance de la Région Bretagne à intervenir en faveur des éleveurs bretons. Aux Bretonnes et aux Bretons, par un pacte de qualité, de reprendre les choses en main.
La France importe plus de porcs qu'elle n'en produit. La balance commerciale est passée de + 94 millions d'euros en 2000 à - 366 millions d'euros en 2014. Les producteurs bretons sont contraints de vendre leur production au dessous du prix de revient. A cause de la concurrence espagnole et allemande, due en Allemagne à la main d'½uvre bon marché des pays de l'Est, et à cause de la pression sur les prix des entreprises de salaisonneries et de la grande distribution. La grande distribution justement qui tend à prendre le contrôle de la filière porcine. Leclerc possède l'abattoir à Kermené dans les Côtes d'Armor et Intermarché a repris GAD à Josselin dans le Morbihan.
Près de la moitié des éleveurs sont à découvert avec leurs banques, 15% sont en faillite. Il reste encore 1/3 d'entre eux prêts à moderniser leurs élevages.
Face à l'ampleur de la crise, la réponse du gouvernement français semble bien dérisoire: 5 millions d'euros pour effacer les cotisations sociales des éleveurs en faillite, 9 millions d'euros d'aides aux producteurs, et la suppression des promotions abusives. Leclerc et Intermarché, de leur côté, promettent aux producteurs l'augmentation de quelques centimes le kilo.
La question de fonds est bien la distorsion de concurrence au sein même de l'Europe. La réponse est politique. L'Europe sociale que nous voulons doit mettre fin au dumping de la main d'½uvre bon marché ! Les consommateurs, par ailleurs, doivent admettre de payer plus cher un produit qui doit être rémunéré au juste prix.
Le Parti Breton demande à la grande distribution d'afficher clairement l'origine bretonne de la viande de porc. Le Parti Breton incite les producteurs et les consommateurs bretons à passer un pacte de qualité: qualité de la viande et de sa plus value environnementale et qualité de la juste rémunération. Pour sauver l'emploi et la production porcine en Bretagne, les Bretonnes et les Bretons sont bien capables de payer le kilo quelques centimes de plus !
Le Parti Breton soutient la juste cause des producteurs de porcs bretons et demande à l'Etat français de réparer financièrement les dégâts de sa politique ultralibérale européenne désastreuse pour la Bretagne. Les producteurs bretons doivent pouvoir se maintenir et se développer dans le marché intérieur et sur le marché international. C'est un comble que des produits de consommation " Produit en Bretagne " puissent être réalisés avec du porc étranger bon marché.
Emile Granville, Porte-parole du Parti Breton
Mouezh aotreet Strollad Breizh - 21/06/2015.