Ur pezh c'hoari liesliv gant c'hoarierien, sonerien, filmourien, gouleier : aze, gant 14 den, ur spered strollad anat, hag ur skipailh tud yaouank youlek ha barrek, peadra da gaout fiziañs e dazont ar c'hoariva daoust d'ar skoilhoù niverus a zo war an hent !
Skaer, lunvezh 10 a viz Here 2021. Evit an dekvet gwech e vo c'hoariet "Youenn Gwernig". Diaes eo bet derc'hel ouzh ar seizh avel a-enep ar c'hoariva : ar genfinadeg, ar gurunenn, ar maskloù, ...
Met aze, splann eo, ne veze ket merzhet e oa bet tizhet ar skipailh na gant an anken nag an droug. Brav ar sonerezh, brav ar filmoù gant fotoioù ar barzh meur, ar "brasañ barzh a zo bet a viskoazh e Breizh" (a-fed ment eveljust, se zo fent Youenn Gwernig).
Ur pezh istorel, gant leun a zielloù (labour istorel, gant filmoù graet gant Youenn, Frañs 3, gant ar skipailh, skanoù lizhiri Jack Kerouac, Youenn G., mouezhioù brav enrollet, evel ma vefe ar c'haner brudet ganeomp er sal).
Ar fromusañ ? Pa oa bet mouezh Typhaine Corre o kanañ ? Pa oa ar skipailh oc'h adstagañ gant ar c'homedia dell arte evit c'hoari "La Bulle" , pezh c'hoari dianavezet ha skrivet asambles gant Youenn Gwernig ha barzhonegoù Anjela pe Glenmor diwar marv Yann Kêl ? Pa oa Goulc'han oc'h ober rener al Liamm, Ronan Huon, gant ur chupenn belous liv kistin, ken tost outañ ?
Pe fent Nicole, a-hed ar pezh c'hoari o langajiñ an arvesterien e penn kentañ, oc'h ober mamm-gozh bugale Youenn, pe c'hoazh o varc'hatañ ul lur amann ?
Gourc'hemennoù atav da Ar Vro Bagan a gendalc'h gant he hent. Ha kouraj vat d'an holl re yaouank evit tapout doareoù Youenn evit treuzkas ar sonerezh, ar c'han, hag ar varzhoniezh d'an holl e Breizh ha tramor !