Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
An eizh skrivagner : Uisant Crequer, Gege Gwenn, Malo BdB, Laurence Lavrand, Myriam Guillevic, Paol ar Meur, Milena Krebs
An eizh skrivagner : Uisant Crequer, Gege Gwenn, Malo BdB, Laurence Lavrand, Myriam Guillevic, Paol ar Meur, Milena Krebs
- Reportage -
20 vloaz Priz ar yaouankiz : un daol grenn interessant hag a zres hentoù nevez
Pinvidik ar blatell, treut niver an arvesterien, met ne vern. Gant eizh skrivagner.ez bodet e Karaez e oa bet 'pad un eurvezh hanter un daol grenn dedennus
Par Fanny Chauffin pour Kerne Multimedia le 29/10/23 11:31
Taol grenn : al lodenn war binvidigezh ar c'heriaoueg el levrioù :
Réalisation : tv bro kemperle- fea (325 vues)
Romantoù buhez : levrioù Laurence Lavrand - Taol Grenn 28102023 :
Réalisation : tv bro kemperle- fea (325 vues)
Ar skrivañ hag ar re yaouank :
Réalisation : tv bro kemperle- fea (325 vues)

Pinvidik ar blatell, treut niver an arvesterien, met ne vern. Gant eizh skrivagner.ez bodet e Karaez e oa bet 'pad un eurvezh hanter un daol grenn dedennus

Priz ar Yaouankiz ha Priz ar Vugale : 60 skrivagner.ez gant 182 levr, 65 priz ar vugale, ha 117 Priz ar Yaouankiz e-pad ugent vloavezh, votadegoù 11511 skolajiad ha skoliad, an holl skolajoù DIwan, un 50 bennak ar skolioù er vro, skolajoù ha liseoù publik ha privez ivez. Nag a dud, nag a nerzh, douget gant an daou o doa krouet ar priz, eus kevredigezh Féa ha Keit Vimp bev. 20 levr pep bloaz war ar stern (an dek nevez, hag an dek lennet er skolioù). Met echu eo an avañtur. Ret eo neuze gwelout penaos mont war raok.

Gant Gwenola Coic e oa prientet an abadenn : atersadennoù skolajidi Diwan Plijidi o tisplegañ e oant dedennet gant ul lennegezh a sell outo, gant gerioù nevez (met pas re), romantoù gant istorioù fromus, evit prederiañ met evit huñvreal ivez. Heroik faltazi, mollac'h a zo ken pouezus (Uisant Crequer gant Gwad ar grannared, pe Paol ar Meur gant romantoù a vesk amzer ar Gelted kozh ha teknoliegezhioù nevez) ha romantoù a gont istorioù buhez (Mayot kontet gant Laurence Lavrand, Plogo, ar repuidi, pe an eil brezelbed e Boneur kontet gant Gege Gwenn da skouer).

Ne vo ket ken eus Priz ar Yaouankiz ha Priz ar Vugale evel gwechall.

Aozet eo bet ar bloaz mañ an daou briz gant levrioù embannet dija, hag o doa graet berzh e-pad ugent vloaz.

Hag an dazont, emit-hu ? Bodañ buan an dud a embann e brezhoneg, ober stad an traoù (lennegezh ar yaouankiz, lennegezh ar re deuet, troidigezhioù) evit gallout kalonekaat ar c'hrouiñ lennegel e Breizh hag e brezhoneg. Arabat chom etre daou : stummañ lennerien e brezhoneg a grog gant ul lennegezh a galite met kroueet e brezhoneg. Trein oberennoù gwellañ al lennegezh etrevroadel, ma vefe evit ar re vras pe evit ar re vihan ne c'hello ket krouiñ ur remziad skrivagnerien ha lennerien emren... Pa oa Laurence Lavrand o skrivañ istorioù Mayot evit bugale Mayot se oa evit adrein dezho ul lennegezh a selle outo, ouzh buhez tud munut, gwelet a-bell gant stad bro Frañs. Deomp-ni skrivagnerien da skrivañ e brezhoneg ha da sikour, skoazell, ar c'hrouiñ : stalioù skrivañ er skolioù, skolajoù, liseoù, skol veur, Esspe, menneget gant Malo Bouessel du Bourg da skouer.

Ha live brezhoneg al lennerien ? Penaos lenn un istor pa vank re a c'herioù ? Penaos skoazell al lenn gant enrolladennoù (50% eus ar 170 levr Priz ar vugale ha Priz ar Yaouankiz a zo bet enrollet, lod pe penn da benn, ha ret e vo kenderc'hel gant ar striv-mañ) ? Filmoù ivez a lak ar re yaouank da lenn al levr (cf Harry Potter da skouer). Dastumadegoù "aes da lenn" ivez a c'hell sikour anezho. Ha lennegezh lakaet war wel, aes da selaou (ret eo lakaat arc'hant en "audiolivres" a vez aes da selaou war an hent tizh, an hent houarn, o keginañ).

"Emaomp holl o teskiñ brezhoneg" en doa lavaret tud an daol grenn. Ret eo, holl asambles, ha ket kein ouzh kein (giz vez graet gant "afer" ar bezhin glas, pe trede priz Kristian ar Braz), evit mad hol lennegezh, evit lenn traoù brav, fromus, dic'hortoz, fentus...

Voir aussi :
0  0  
Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....
Vos 2 commentaires
Gwilhmod Le Dimanche 29 octobre 2023 16:59
Un dra zo da renkañ a-raok pep tra : ret eo d'ar gelennerien REDIAÑ o skolajidi pe liseidi da lenn levrioù Priz ar Yaouankiz : NE REONT KET. Va bugale-me, bet e Diwan betek al lise n'o deus lennet hini ebet. Met evit ar galleg o deus graet peogwir e oa er programm ha n'o deus ket bet da choaz : rediet int bet, evit o mad, na petra 'ta. Ar gelennerien eo a zo da damall ma n'o deus ket lennet hor bugale lenvrioù brezhonek. Eveljust lenn brezhoneg evit ur bugel pe grennard n'eo ket ken aes ha lenn galleg. Setu aze perak eo ret o rediañ. Roll ar skol eo. Diwar-se n'eo ket gwir e vije bet 11000 bugel o lenn levrioù eus Priz ar Yaouankiz. Ur skrivagner a oa bet pedet ur wech da ginnig e romant da liseidi Diwan : dipitet bras e oa bet p'en doa merzet ne oa bet lennet e levr nemet gant pevar lisead, ur vezh evit ar gelennerien n'o doa ket kredet rediañ o liseidi da lenn al levr : pediñ un den o tont eus Brest evit pevar lisead zo ober goap.
(1) 
kris braz Le Lundi 30 octobre 2023 10:46
N'on ket bet evit mont d'an emvod-mañ, siwazh, tapet ma oan gant sinadurioù hag all. Ma.
"Bodañ buan an dud a embann e brezhoneg, ober stad an traoù (lennegezh ar yaouankiz, lennegezh ar re deuet, troidigezhioù", a lârit. Ya 'vat, daoust ma vefe reishoc'h ha furoc'h d'am soñj bodañ - da zigentañ da vihanañ - "an dud a SKRIV e bzg".
Ha lakaat da bal kaout evit lennegezh ar yaouankiz HAG evit hini ar re vras kement hag ar pezh a vez roet evit an troidigezhioù (un 20000 € ar bloaz) … da gomañs.
"Stummañ al lennerien" a zo un dra gaer ivez, met daoust ha ne vefe ket pouezusoc'h stagañ gant stummañ ar skriverien ?
Hag un dra all : kaoz zo bet gant un toulladig ac'hanomp da sevel ur sindikad/unvaniezh skriv(agn)erien vzk, pezh a c'hellfe aesaat an darempredoù gant an aozadurioù, embannerien hag all ha sikour ac'hanomp resisaat hon ezhommoù/c’hoantoù. Ho soñj ?
(0)  Envoyer un mail à kris braz
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 5 multiplié par 7) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

  • newsletters Newsletters
  • rss Flux RSS - français
  • rss Flux RSS - breton
  • facebook ABP sur Facebook
  • twitter ABP sur X
  • youtube Chaîne Youtube ABP
  • Le blog du site web
  • 2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons