Setu respont Tugdual Karluer, cheñchet a galz e droidigezh gant an difazierien. Pegen dipitus eo !
Kazetenner e RKB (Radio Kreiz Breizh) eo Tugdual Karluer, abaoe pell. Plijout a ra dezhañ reportajoù gant stourmoù evit an en dro, ar yezh, an diorren padus, Kernitron al lann, ar repuidi... Alies e vez implijet e vikro gantañ evit reiñ da c'houzout kudennoù liammet gant al labour douar e Breizh ha kudennoù saotradur an dour, an douar...
Setu, n'eo ket souezhus e vefe fiziet ennañ ar c'harg da dreiñ ar vandenn treset skrivet gant Inès Léraud, bet graet ganti ur film nevez zo war an hevelep sujed : ar bezhin glas.
Met pegen souezhet e oa bet Tudu o tizoleiñ e oa bet cheñchet a galz an droidigezh bet embannet gant "Le Temps" ! Skarzhet ar "gallegadurioù", diverket an troioù lavar bro Dreger...
Amañ er video e komprener gwelloc'h penaos oa bet graet an traoù.
Ha bedig bed ar brezhoneg, ken bihan dija, oc'h en em drailhañ adarre evit kudennouigoù yezh, e lec'h rein un destenn difaziet met gant blaz saourus tud bro Dreger a zo evit ar poent ar re a gas ar yezh war raok, bemdez, ma vefe e gouelioù Kawan, e bed an embann, e bed ar sonerezh, e bed ar radio, ar sevenadur, an diorren padus...
1 | 0 | Tweet |
|