En he aes,ar ganerez vrudet e Kleub ar Glenmor. O c'hortoz an dud gant e sae du, e chupenn jeans, prest da zisplegañ he raktres arzel, he raktres buhez
Leun ar sal gant an arvesterien, pennoù gwenn ha louet siwazh, evit selaou Annie, ar raktres "Lellig", krouidigezh ganet goude kinnig rener Amzer Nevez Plañvour. Bloavezh 1981 : bloavezh marv Anjela Duval. Goude kement a arzourien o doa enoret ar varzhez veur, setu Annie o kregiñ barzh, o vont da welet tud ar C'houerc'had o doa anavezet anezhi, o doa miret lizhiri, fotoioù. Gant Bastian Guillou, gant Ronan Ar C'hoadig, prezidant ar gevredigezh Mignoned Anjela he doa dibabet diskouez ha kempenn testennoù a denne eus buhez pemdeziek Itron Traoñ an Dour. Lizhiri he c'hoar, rimadelloù, marv an heol, un nebeut troidigezhioù en galleg...
Aze e vez adkavet Annie o lakaat barzhoniezh e dilhad Sul evel e bloavezhioù Dibenn. Ronan Pellen a oa aze ganti dija. Piano a zo bet ouzhpennet, mennozhioù souezhus, un doare all da lenn oberenn Anjela.
E gouel al levrioù e oa bet Louis Jacques Suignard o lenn he barzhonegoù, met ivez Christel le Gwenn a sine he bandenn treset ken brav : "Anjela".
Lidet e oa mat ar varzhez, gant un delwenn a lak anezhi tost ha pell. E kichen c'hoarezed Goadeg e vo bremaik.