Alan Stivell : nend eus ket bet arzour eveltañ a-raok ha peurchañs ne vo ket àr e lec’h.
Krog en deus da soniñ dirak an dud da zek vlez get un Delenn Geltiek — ur benveg dilezet er broioù keltiek a-c’houde ar Grenn-Amzer — savet adarre get e dad Jorj Cochevelou er blezad 1953.
Yaouank-flamm dija, tro pemp blez, eñ en deus ur garantez koulz lâret « fizikel », evel ma lâr eñ, get Breizh, ar broioù Keltiek, o sevenadur dezhe hag ewe gant ar skiant-faltazi. Krog e ra memes a-raok lenn a-feson, da geñveriañ ar gerioù brezhoneg get ar gerioù gouezelek ha kembraek. Kement a lâret ; hep par eo ar paotrig Alan.
Setu-ni un nebeud blezadoù goude ha graet getoñ un nebeud pladennoù. Ar re-mañ a zo bet gwerzhet ken mad, ma chom boemet ha sevanet memes, ar produour pladenn Philips (Universal) ; ar bladenn The Wind Of Keltia get an ton Pop Plinn a zo bet unan ag ar pladennoù muiañ gwerzhet d’an amzer-se, àr-un-dro get un den bennak anvet Hallyday.
A-c’houde e yaouankiz pellañ Alan en deus ar c’hoant d’ober ul liamm etre ar muzik keltiek hag ar Rock ’n roll.
Donet a ra a-benn d’en ober, un nebeud blezadoù goude, hag ar chañs a vo getoñ devout bet soubet er wagenn Folk ha Rock Fusion e tonet ag an Amerika, ag ar Vro-Saoz ewe d’an amzer-se. A-benn ar fin, setu-eñ e 1972 àr leurenn an Olympia e lec’h miliadoù a dud a zizolo muzik Breizh nevez.
1980 a zo ur blezad arall a-bouez e vuhez Alan Stivell . Ar blez-mañ e vo savet en Oriant ar c’hentañ Siñfonienn Geltiek : tri c’hant muzisian àr al leurenn, ur Pipe band, ul laz-kanañ, ur Sitar ag an India, ul laz-seniñ klasel, edan an avel hag ar glav. Ur skeudenn digredapl a chomo e spered an dud a oa aze.
A setu-ni er blezad 2024, an eil Siñfonienn Geltiek a zo peurskrivet get Alan Stivell. Mar galler d’ober ul liamm hardizh : Alan Stivell a zo hañval doc’h ur Miles Davis breton ; tremen a ra ar c’houlzoù en ur vonet dalc’hmat da du ar mod nevez, en ur gronnañ en e dro muzisianed yaouank ha talantet, en ur viret ur spered digor hag ur galon leun a largentez.
An atersadenn a-bezh istitlet e brezhoneg hag e galleg da welet amañ .
1 | 0 | Tweet |
|