Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
Alis ha Lewis war Brezhoweb
Alis ha Lewis war Brezhoweb
- Annonce -
Un dresadenn-vev nevez war Brezhoweb evit an distro-skol
Brezhoweb a ginnig deoc'h un dresadenn-vev nevez flamm evit an distro-skol 2023 ! Alis ha Lewis, awenet gant troioù-kaer Alis e Bro ar Burzhudoù, a zo da welet er mare-mañ war Brezhoweb.
Par Florent Grouin pour BREZHOWEB le 6/09/23 8:24
Alis ha Lewis en breton : Pa ya Alis da Vro ar Burzhudoù, ne oar ket gwech ebet peseurt doare tro-gaer a vo bevet ganti ! Kouezhañ en oabl, dastum Fleur an Didrouz, treuziñ Traoñienn an Noz, tec’hel kuit diouzh ar C’haktuzaigoù… Pa vefe prederiet gant un dra bennak er bed gwir pe pa ’c’h afe gwall vat ganti, ingal eo, mont a ra da gaout Lewis, he frei gwellañ. Ha dalc’hmat e vez-eñ prest da frealziñ anezhi, da souezhiñ anezhi pe da lakaat anezhi da c’hoarzhin. Hag ar c’hontrefed !
Réalisation : Blue spirit (325 vues)

Brezhoweb a ginnig deoc'h un dresadenn-vev nevez flamm evit an distro-skol 2023 ! Alis ha Lewis , awenet gant troioù-kaer Alis e Bro ar Burzhudoù, a zo da welet er mare-mañ war Brezhoweb. 52 rann, 11 munutenn pep hini, a vo skignet war Brezhoweb a-hed ar bloavezh skol, ha da welet evit netra 'giz boaz. Un dresadenn-vev a-feson evit ar vugale adalek 4 bloaz.

Klikit amañ a-benn gwelet ar rannoù kentañ

An heuliadenn berr-ha-berr :

Pa ’c’h a Alis da Vro ar Burzhudoù, ne oar ket gwech ebet peseurt doare tro-gaer a vo bevet ganti ! Kouezhañ en oabl, dastum Fleur an Didrouz, treuziñ Traoñienn an Noz, tec’hel kuit diouzh ar C’haktuzaigoù… Pa vefe prederiet gant un dra bennak er bed gwir pe pa ’c’h afe gwall vat ganti, ingal eo, mont a ra da gaout Lewis, he frei gwellañ. Ha dalc’hmat e vez-eñ prest da frealziñ anezhi, da souezhiñ anezhi pe da lakaat anezhi da c’hoarzhin. Hag ar c’hontrefed !

Pezh zo sur eo n’eo ket alies e c’hall distign an daou frei : ar Rouanez ne vez ket pell gwech ebet ! Ha da c’houll groñs kaout ur wastell kaotigell koumoul n’eus ket diouti, da embann ec’h eo ret aozañ ur fest n’eo-ket-echu-ma-bloaz, da roiñ urzh da Alis da vezañ he freiez wellañ dezhi… Ma, sklaer awalc’h, soñjoù souezhus e-leizh he dez ar Rouanez forzh penaos ! Ha bezañ zo deus ar breurig Touidi hag ar c’hoarig Touidoum ivez. Kap eo an daou-se da zont da bediñ Alis ha Lewis d’ur safari Touimoutigoù – ar boudoù ront hud-se a vev e Bro ar Burzhudoù – ; da gempenn o zi-rodell ; da aozañ ur redadeg mailhed ouez… Ha ne vefe ket brav ankouaat zo ivez deus Charlig, niz ar Rouanez, deus Chester, ar c’hazh-nij, deus Dodig an dodo, deus ar Strobilevraoueger, deus Tugino…

Ma, komprenet pep tra ganeoc’h : plijadur e-leizh o dez Alis ha Lewis dalc’hmat, hag eürus e vezont bewech o’n em gavet o-daou e Bro ar Burzhudoù !

Voir aussi :
2  0  
logo
An tele nemetañ e brezhoneg penn-da-benn ! Abadennoù evit ar re vras hag ar re vihan, filmoù, teulfilmoù, tresadennoù-bev, rummadoù, sitkomoù... Adkavit an holl brogrammoù e brezhoneg war lec'hienn Brezhoweb war-eeun etre 6e noz ha 10e30 noz, pe er replay pa faot deoc'h.
[ Gwelout pennadoù all BREZHOWEB]
Vos 1 commentaires
Naon-e-dad Le Jeudi 7 septembre 2023 15:19
Aliiiiis !. Me zo sot ganti !
.
A ! Humm…n’eo nemet un dudenn dresadenn-vev… ! ? Gwazh a se, neuze.
Brav ar pennad-mañ e yezh….
(0) 
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 0 multiplié par 9) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

  • newsletters Newsletters
  • rss Flux RSS - français
  • rss Flux RSS - breton
  • facebook ABP sur Facebook
  • twitter ABP sur X
  • youtube Chaîne Youtube ABP
  • Le blog du site web
  • 2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons