Demat deoc'h,
Pediñ a reomp ac'hanoc'h d'an nozvezh genskoazell ar merc'her 21 a viz Kerzu a zeu, e la Baleine déshydratéé e Kemper.
Pal an nozvezh vo dastum arc'hant evit ar gevredigezh Grain de sel (bugale glañv). En em gannañ a ra ar gevredigezh-se bemdeiz evit dougen dinentez d'o c'hondisionoù degemer ha buhez en ospital: otoioù evit mont betek ar blok, atalieroù terapeutik … hag all.
Sinañ a raio klaozadur ma diskouezadeg « Faltazi ha Gwirvoud ». Taolennoù zo gant lavarennoù e brezhoneg (troet e galleg hag e saozneg). Chañs hor bo selaou sonadeg Noah et Jean-Luc Roudaut ivez. Ur pod-espern vo kinniget en nozvezh-se evit ar re o deus c'hoant.
Er mare-mañ ez eus un daolenn da werzhañ ha da welout e la Baleine déshydratée : "Harozed". Ma vefe gwerzhet an daolenn 'z afe ar benefisoù a-bezh d'ar gevredigezh. Gwerzhañ a rin kartennoù ha skritelloù e brezhoneg tennet eus an diskouezadeg, troet e galleg hag e saozneg . Ur marz vo miret evit dastum arc'hant evit Grain de sel. Kinniget vo Cdoù ha albomoù Noah ha Jean-Luc Roudault ivez. Peadra da reiñ ur prof gant ster hag alternativel.
Kontañ a reomp warnoc'h evit ho pezañs ha/pe sikour ac'hanomp da gelaouiñ diwar-benn an darvoud-mañ, e kreiz Kemper. An nozvezh-se, deiz diaraok Nedeleg, dasseniñ a raio hor c'halonioù evit ar vugale-se. Rak e-giz e ouzomp e vez roet re nebeud d'an ospital ha d'ar re glañv.
Ken emberr,
Anna Preden, livourez engouestlet.
0 | 0 | Tweet |
|