Goude Kallag, kudennoù bet gant maer Sant Brevin, setu tro Kreiz Breizh da vout taget...
"Kemennadenn : 21/05/2023
UDB Kreiz Breizh a zo skoaz-ha-skoaz gant izili ha tud a-youl-vat an aozadurioù a zo bet en em lakaet oute an tu dehoù pellañ e Rostrenn
UDB Kreiz Breizh a sav a-enep krenn an taolioù fall, gwer torret, livadurioù nazi ha gouennelour, a zo bet graet war murioù salioù Unvaniezh Lec’hel CGT Rostrenn, war re skourr ar Skoazell Poblek ha war re ur c’hebab ru Abad Gibert.
Goude ar gourdrouzoù a-enep dilennidi Kallag hag ur c’helaouenner eus kelaouenn Le Poher e krog bremañ izili an tu dehoù-pellañ d’en em lakaat ouzh ur sindikad hag un aozadur skoazell an dud en dienez e Rostrenn. An tagadennoù-se a zo kaset da benn gant ar pal fichañ kasoni hag aon e Kreiz-Breizh.
UDB Kreiz Breizh a zo skoaz-ha-skoaz gant izili ha tud a-youl vat an aozadurioù hag ar restaorant a zo bet taget, hag e fell dezhi vefe lakaet un termen d’an doareoù dismeg ha mezhus-se gant an enklask a vo da heul sevel klemm an ti-kêr, ar CGT hag hini ar Skoazell Poblek.
UDB Kreiz Breizh"
0 | 0 | Tweet |
|