An hañv e Breizh : festivalioù forzh pegement ha stajoù forzh pegement. Ur skouerenn : abaoe un dek vloaz bennak emañ pemp stummer.ez o labourat asambles evit bevañ tri devezh bourrapl e Monterfil.
E skol ar Roc'h e Monterfil e oa bodet un 50 stajiad bennak, gant o stummerien. Herve, evit ar c'han, Vassili evit an delenn, Pierrick Lemou evit ar violoñs, Yann-Fañch Perroche evit boest an diaoul, ha Marie Chiff'mine evit ar gonterien.
Ouzhpenn an danvez kelennet gant ar stummerien e oa : un "apero contes" en davarn, ur filaj gant Marie o kontañ ha Vassili o seniñ telenn, dañs bemdez, ...
Un degemer a feson, gant boued mat, dilennidi aze, teltennoù plantet e park ar greizenn dudi, ur geriadenn prest da lakaat e kalon ar vourc'h stajidi laouen d'ober pep tra war droad.
Gant ma vo muioc'h a draoù mod-se er vro, evit ma vefe stummet evel en Assemblées gallèses, Amzer Nevez e Plañvour,gouelioù an Oriant, tud a blij dezho seniñ, dañsal ha kontañ.
Ha benn bloaz, e vo ret lakaat hoc'h anv buan : 40 vloaz leurenn Marie a vo lidet, ha peadra a vo da vout bamet, souezhadennoù a vil vern a vo !
1 | 0 | Tweet |
|