Ar pizzaioù a blij d'an holl. Met piv a oar fardañ ur pizza penn-da-benn ?
Da lâret eo, d'an toaz betek ar genoù ?
Klariz 'zo bet e darempred gant Francesco, ur paotr a vro-Italia a vev e Breizh hag en doa desket fardañ pizzaioù 'ba e familh e-tal Milan.
Gouest e voc'h d'ober pizzaioù mat-kenañ goude ar video-se !
Istitlet e galleg hag e brezhoneg.
Rannoù Made e Breizh arall dre amañ !
0 | 0 | Tweet |
|