Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Communiqué de presse -
Mizvezh ar brezhoneg e Gwened
Bep bloaz e miz Meurzh e vez lidet mizvezh ar brezhoneg. Abadennoù hag emgavioù a bep seurt a vo kinniget deoc’h e Breizh a bezh ... enlinenn ar bloaz-mañ !
Par Anne-Claire Quiviger pour Ti ar Vro Bro Gwened le 9/03/21 16:12

Adkavit programm abadennoù Ti ar Vro Gwened

//Abadenn lenn e brezhoneg evit ar vugale//

D’ar Merc’her 17 a viz Meurzh - 5e00 gm

E kreiz mizvezh ar brezhoneg ha da geñver Meurlajez e vo kinniget gant Div Yezh Gwened ha Ti ar Vro Gwened un abadenn lenn abomoù e brezhoneg evit ar vugale. War tem an dilhad. Kinniget vo al lennadenn gant Anaïs Scornet.

=> war-eeun eus pajenn facebook Ti ar Vro Gwened

//Sketch "Laeroñsi taolenn Dürer//

D’ar merc’her 24 a viz Meurzh - 5e00

Kinniget gant strollad kentelioù noz gant Paskaëll Durand e Ti ar Vro Gwened (live 2). Sketch diwar-benn un enklask polis gant an enseller Frifurch. Filmet eo bet er gêr gant pep hini.

=> Da sellet war chadenn Youtube Ti ar Vro

//Atalieroù ar Merc'her//

Tutoioù video kinniget gant strollad kentelioù noz live 2 Ti ar Vro. Penaos ober war dro ur velo / keginañ / aozañ produioù an ti.

=> Da sellet war chadenn Youtube Ti ar Vro

//Prezegenn gant Yann-Glaod ar Ruied//

d'ar Gwener 26 a viz Meurzh

Evit prezantiñ al levr Le breton : des dialectes à la langue écrite, bet embannet gant Skol Vreizh e 2019, diwar kennigoù Albert Boché.

Prezegenn e galleg da 5e00 d'abardaez / Prezegenn e brezhoneg da 7e00 noz

=> war-eeun war pajenn Facebook Ti ar Vro Gwened

//Dorioù Digor skolaj-lise Diwan Gwened//

d'al Lun 15 a viz Meurzh(skolaj)ha d'ar Meurzh 16 a viz Meurzh (lise) da 6e30.

Skolaj-Lise Diwan ar Mor-Bihan a zo plijet é pediñ ac'hanoc'h d'e dorioù digor enlinenn

Ar blez-mañ e vo dizoloet ar skolaj-lise dre visio. Ar raktres pedagogel, ar vuhez er skolaj-lise, ar 6vet pe an 2vet klas a vo kinniget deoc'h get ar skipailh renourezh, ar penngasour, ar benngelennourion, ha skolajidi pe liseidi.

Ho koulennoù a c'helloc'h sevel dre ar c'horn flapiñ e-pad ar prezegennoù.

Dait e darempred geneomp evit kaout ar programm hag ar mod ober : skolaj.gwened [at] diwan.bzh

//Prizioù 2021: Ti ar Vro Gwened ragdibabet//

Er rummad "kevredigezh" evit ar c’hentelioù kanañ (bugale ha tud deuet) ha brezhoneg aozet enlinenn e-pad ar mareadoù kenfinañ.

Ar Prizioù zo aozet gant France 3 Breizh hag Ofis Publik ar Brezhoneg ha roet e vez ar garedonoù-se da dud prevez, da gevredigezhioù, da embregerezhioù pe da ensavadurioù o deus lezet ur merk en neveziñ e brezhoneg.

Evit gouzout disoc’hoù ar Prizioù 2021 notennit a-vremañ daou emgav : d'ar Gwener 26 a viz Meurzh adalek 8e30 noz war ar web ha d'ar Sul 28 a viz Meurzh da 10e10 war France 3 Breizh.

Adkavit tout ar programm war :

https://tiarvro-bro-gwened.bzh/

Chadenn Youtube :

Pajenn Facebook :

Voir aussi :
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 9 multiplié par 2) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

  • newsletters Newsletters
  • rss Flux RSS - français
  • rss Flux RSS - breton
  • facebook ABP sur Facebook
  • twitter ABP sur X
  • youtube Chaîne Youtube ABP
  • Le blog du site web
  • 2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons