... hag evit rannvroelaat, skinwel breizhek ha difenn gwirioù sevenadur ha yezhoù ar Vro, gervel an Emvod meur Kevre Breizh d'ar stourm war bep tachenn.
Kevre Breizh, kenaozadur kevredigezhioù sevenadurel Breizh, en deus dalc'het e emvod meur e Plañvour d'ar Sadorn 12 a viz Ebrel. Displeget en deus pegen pouezus e oa ar raktresoù kemennet koulz gant prezidant ar Republik hag ar C'hentañ ministr evit dazont ar Vro da heul stourmadoù dibar ar Vretonezed hag ar Vretoned er mizioù tremenet evit gellout, a-benn ar fin, " bevañ, divizout ha labourat e Breizh ". Ha gervel a ra da gentañ an holl d'en em vodañ en Naoned an 19 a viz Ebrel da 3 eur abardaez, plasenn Vreizh evit adunvaniñ ar Vro.
Laouen eo o welet ar sontadegoù diwezhañ o tiskouez emañ ar boblañs a-du da vat gant Breizh pemp departamant ez-ispsial el Liger-Atlantel (63 %). Evel darn vrasañ ar boblañs e nac'h kement teuzhadur gant ar rannvro teknokratel ha koustus Pays de la Loire hag a dalvezfe kement ha lakaat Breizh da steuziañ.
Padal e kav an Emvod meur Kevre Breizh e ya war an tu mat ar stourmadoù kaset war-raok war veur a live evit gwirioù ar Vretonezed hag ar Vretoned da zispakañ o sevenadur hag o yezhoù hag an engouestloù kemeret gant ar Gouarnamant e-barzh Emglev evit Dazont Breizh hag ivez e Breujoù Breizh savet gant ar Bonedoù Ruz e Montroulez an 8 a viz Meurzh.
Goulenn a ra ma vo lakaet buan e pleustr ar raktresoù-se evit un tele publik divyezhek war ar pemp departamant dre adframmañ Frañs3, o treuzkas ar galloudoù sevenadurel ha yezhel hag ar peadra lezennel hag an tailhoù eus ar Stad d'ar Rannvro e-keñver tachennoù an deskadurezh, ar media hag ar vuhez publik.
Reiñ a ra ivez da soñj Kevre Breizh, pa vez gourdrouzoù zo o redek, ez eo enebet krenn ouzh kement raktres lezenn kontrol da wir diazez pep unan da gemer perzh e buhez sevenadurel ar gumuniezh hag a virfe ouzh an arzourion a youl vat d'en em ziskouez dirak an dud, pa vez o kenlabourat dorn ha dorn an arzourion a-vicher hag ar re a youl vat e Breizh oc'h eztaoliñ he doare dezhi hec'h unan, he buhezegezh hag hec'h oberiantiz ekonomikel ha sokial.
Kenderc'hel a raio Kevre Breizh da startaat e liammoù gant rannvroioù all Frañs, Europa hag ar Bed, e labour gant an ensavadurioù etrevroadel evel an Unesco, Kuzul Europa ha Kuzul gwirioù Mab-den ar Broadoù Unanet evit stourm ouzh ar gwallziforc'hioù sevenadurel ha yezhel a-enep d'ar Vretoned ha da gement poblañs a zo, evit an demokratelezh sevenadurel ha yezhel gant Rouedad Europa evit Ingalded ar Yezhoù.
Adal bremañ emañ o prientiñ ar vanifestadeg etrerannvro da zont ar 7 a viz Meurzh 2015 araok ar votadegoù rannvro o tont.
Kevre Breizh
Ti ar Vro, 6 plasenn Gwirioù Mab-Den
29270 Karaez
Pgz 02 98 73 20 58
kevre.breizh [at] orange.fr