Traoù nevez, emezit c'hwi ?
Ya, danevelloù nevez enno tammoù buhez droch, fentus, mantrus, marzhus.
Tud a bep seurt, krennarded ha krennardezed da gentañ-holl, soudarded kozh, gwragez martoloded ivez ha me 'oar c'hoazh...
Tud Bro-Vreizh, Breizh-Izel pa lârin mat, o vevañ en hon amzer-ni peurvuiañ, kaset-digaset, gwallgaset a-wechoù, gant red ar vuhez kammdigamm he zroiennoù.
Diwar bluenn Yann Gerven e kaver fent, goapaerezh, darvoudoù hud leun a ijin. Sed aze doare ar skrivagner, brezhoneg pinvidik gantañ war ar marc'had.
Plijadur kement-ha-kement a vo sur o lenn krouadur nevez hor skrivagner brudet paneveken.
216 pajenn, moull gwenn & du, 12 x 18,5 sm, ISBN : 978-2-36758-007-4
(voir le site) evit gouzout hirroc'h.
Skol Vreizh, 41 kae Leon, 29600 Montroulez
02 98 62 17 20 ha skol.vreizh [at] wanadoo.fr -
(voir le site) d'an embannadurioù Skol Vreizh.