400 a dud evit ar c'hoariva e brezhoneg ! Liseidi Diwan ha tud eus an diavaez oa deuet niverus evit abadenn ar strollad c'hoariva brudetañ a zo e Breizh, Ar Vro Bagan.
Dre ma oa bet nullet pezhioù Malmanche e oa bet kinniget d'an arvesterien tri fezh c'hoari farsus, goude abadenn "Hunvre an Istor", c'hoariet gant ar strollad liseidi "Kouleoñs".
Ur pezh awenet gant Karl Valentin, egile gant Per Jakez Helias (ar skeul), hag an hini diwezhañ, atav gant an daou gomper ijinet gant barzh bro Vigoudenn, diwar ar c'hig-ha-farz...
Etre pep pezh e oa bet sonet ha kanet gant daou arzour yaouank, Tifenn ha Tangi Ar Gall. Un nozvezh simpl hag en doa lakaet an arvesterien laouen, o kimiadiñ diwezhat er Glenmor, hag o c'hortoz ar pezh c'hoari nevez a vo degemeret kredapl'benn bloaz war leurenn barzh Mael Karaez...