Kafedi Istor : "Istor Kernev Veur", lusket gant Rafael Urien.
D’ar Sadorn 25 a viz Meurzh 2017, 2e30 goude merenn, e tavarn Ar Finnegans, 46 straed Aristide Briand, Kemper
Ul lodenn eus Preden ne oa ken Mervent an enez, annezet gant Dumnonii, treuzfurmet e rouantelezh Devnon (pe Domnonia) e dibenn an Henamzer/deroù ar Grennamzer, disrannet diouzh ar Vrezhoned all avat goude emgann Dyrham e 577. Ul lodenn eus he foblañs a zivroas da Walarn Galia, a zeuas da vezañ "Breizh", ha rouaned o defe renet war an dro war an daou du eus ar mor, evel Mark Konomor er VIvet kantved.
Da heul kiladenn ar Vrezhoned dirak araokadennoù Saksoned rouantelezh Wessex e lezas rouantelezh Devnon plas da hini Kernev-Veur, faezhet a-benn ar fin gant Wessex en IXvet-Xvet kantved : echu e oa gant he dizalc’hiezh. Adalek donedigezh an Normaned e dibenn an XIvet kantved hepken avat e teuas yev ar rouantelezh saoz da vezañ kreñv. Betek ar XVIvet kantved e viras Kernev-Veur ensavadurioù dibar, oc’h en em sevel zoken pa voent lakaet en arvar, evel e 1497, met ivez darempredoù stank gant Breizh, pa chomas tost-tre an div yezh.
Disrannet e voe Kernev Veur ha Breizh gant Adreizhadur relijiel ar XVIvet kantved, hag enframmetoc’h e voe e bro-Saoz, tra ma kile ar c’herneveureg evit mont da get e dibenn ar XVIIIvet kantved.
Ar Reveulzi c’hreantel, hag ar mengleuzioù pergen, a stummas don dremm Kernev-Veur en XIXvet ha zoken en XXvet kantved, daoust m’en deus kemmet kalz an armerzh gant diorren obererezhioù all evel an touristerezh. Adsavidigezh ar c’herneveureg evel yezh komzet gant Henry Jenner, e deroù an XXvet kantved, a loc’has dihun eus an emskiant vroadel e Kernev-Veur.