Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Annonce -
Alan Stivell, ur vuhez etrekeltiek - Pennad Kaoz
Alan Stivell a lak ar gaoz war e vuhez, e vicher, e liammoù gant ar sonerezh keltiek pe c'hoazh gant ar yezhoù keltiek.
Par Florent Grouin pour BREZHOWEB le 24/04/24 12:00
Alan Stivell - Pennad Kaoz : A-c’houde e yaouankiz pellañ Alan en deus ar c’hoant d’ober ul liamm etre ar muzik keltiek hag ar Rock ’n roll.
Réalisation : Brezhoweb (1765 vues)

Alan Stivell : nend eus ket bet arzour eveltañ a-raok ha peurchañs ne vo ket àr e lec’h.

Krog en deus da soniñ dirak an dud da zek vlez get un Delenn Geltiek — ur benveg dilezet er broioù keltiek a-c’houde ar Grenn-Amzer — savet adarre get e dad Jorj Cochevelou er blezad 1953.

Yaouank-flamm dija, tro pemp blez, eñ en deus ur garantez koulz lâret « fizikel », evel ma lâr eñ, get Breizh, ar broioù Keltiek, o sevenadur dezhe hag ewe gant ar skiant-faltazi. Krog e ra memes a-raok lenn a-feson, da geñveriañ ar gerioù brezhoneg get ar gerioù gouezelek ha kembraek. Kement a lâret ; hep par eo ar paotrig Alan.

Kroget eo da soniñ dirak an dud da zek vloaz get un Delenn Geltiek — ur benveg dilezet er broioù keltiek a-c’houde ar Grenn-Amzer — savet gant e dad

Setu-ni un nebeud blezadoù goude ha graet getoñ un nebeud pladennoù. Ar re-mañ a zo bet gwerzhet ken mad, ma chom boemet ha sevanet memes, ar produour pladenn Philips (Universal) ; ar bladenn The Wind Of Keltia get an ton Pop Plinn a zo bet unan ag ar pladennoù muiañ gwerzhet d’an amzer-se, àr-un-dro get un den bennak anvet Hallyday.

A-c’houde e yaouankiz pellañ Alan en deus ar c’hoant d’ober ul liamm etre ar muzik keltiek hag ar Rock ’n roll.

Donet a ra a-benn d’en ober, un nebeud blezadoù goude, hag ar chañs a vo getoñ devout bet soubet er wagenn Folk ha Rock Fusion e tonet ag an Amerika, ag ar Vro-Saoz ewe d’an amzer-se. A-benn ar fin, setu-eñ e 1972 àr leurenn an Olympia e lec’h miliadoù a dud a zizolo muzik Breizh nevez.

1980 a zo ur blezad arall a-bouez e vuhez Alan Stivell . Ar blez-mañ e vo savet en Oriant ar c’hentañ Siñfonienn Geltiek : tri c’hant muzisian àr al leurenn, ur Pipe band, ul laz-kanañ, ur Sitar ag an India, ul laz-seniñ klasel, edan an avel hag ar glav. Ur skeudenn digredapl a chomo e spered an dud a oa aze.

A setu-ni er blezad 2024, an eil Siñfonienn Geltiek a zo peurskrivet get Alan Stivell. Mar galler d’ober ul liamm hardizh : Alan Stivell a zo hañval doc’h ur Miles Davis breton ; tremen a ra ar c’houlzoù en ur vonet dalc’hmat da du ar mod nevez, en ur gronnañ en e dro muzisianed yaouank ha talantet, en ur viret ur spered digor hag ur galon leun a largentez.

An atersadenn a-bezh istitlet e brezhoneg hag e galleg da welet amañ .

Voir aussi :
1  0  
logo
An tele nemetañ e brezhoneg penn-da-benn ! Abadennoù evit ar re vras hag ar re vihan, filmoù, teulfilmoù, tresadennoù-bev, rummadoù, sitkomoù... Adkavit an holl brogrammoù e brezhoneg war lec'hienn Brezhoweb war-eeun etre 6e noz ha 10e30 noz, pe er replay pa faot deoc'h.
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 6 multiplié par 4) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

  • newsletters Newsletters
  • rss Flux RSS - français
  • rss Flux RSS - breton
  • facebook ABP sur Facebook
  • twitter ABP sur X
  • youtube Chaîne Youtube ABP
  • Le blog du site web
  • 2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons