Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
Priz ar vugale 2021 roet e skol Diwan An Oriant
Priz ar vugale 2021 roet e skol Diwan An Oriant
- Chronique -
Aet eo ar maout gant Yann-Fañch Jacq evit "War an hent", Priz ar Vugale 2021
Sioul e oa ar c'hlasad devezh diwezhañ ar skol e Diwan An Oriant. Sioul ivez an daou skrivagner deuet da lenn ur pennad tennet eus o levr "War an hent evit Yann-Fañch Jacq ha "Kele...yer" evit Muriel ar Morvan.
Par Fanny Chauffin pour Kerne Multimédia le 9/07/21 0:11
Priz ar Vugale e skol Diwan an Oriant :
Réalisation : Féa (30 vues)

Sioul e oa ar c'hlasad devezh diwezhañ ar skol e Diwan An Oriant. Sioul ivez an daou skrivagner deuet da lenn ur pennad tennet eus o levr "War an hent evit Yann-Fañch Jacq ha "Kele...yer" evit Muriel ar Morvan.

Kroget e oa bet Priz ar Vugale pevar bloavezh goude Priz ar Yaouankiz evit ar re vrasañ (6vet/lise), e 2008. 58 levr a zo bet embannet gant Keit Vimp Bev gant un aozadur meret gant ar gevredigezh Fea, hag a ra war dro kenstrivadeg haiku Taol Kurun, c'hoarioù e koad, filmoù berr.

Pevar levr oa war ar renk, hini Pierre-Emmanuel Marais "Barrek !", hini Kristian ar Braz "Ar gurunenn", ivez.

Plijet holl skolioù (dek anezho etre An Oriant, Gwenramm, Lannuon, Lanniliz, ...) gant al levrigoù, aes da lenn evit skolioù dre soubidigezh, diaesoc'h mod all. Gant ur skolaerez boaz da gemer perzh int bet degemeret, ha benn bloaz e vo kenaozet ganti c'hoarioù evit ar skolaerien. Pep levr a vo, evel ar re all en dastumadeg enrollet gant Sten Charbonneau ha lakaet war you tube, TV Bro Kemperle, play list : Priz ar Vugale.

1- War an hent, Yann-Fañch Jacq. Bugale a gav hir o amzer en oto hag a grog da soñjal emañ spierien en oto a heul anezho...

2- Barrek, Pierre Emmanuel Marais. Ur repuad degemeret e Breizh, o keginañ. Un doare da zeskiñ e vez tud kengred ha tud barrek ha ne vez ket komzet kalz diwar o fenn...

3- Kele...yer gant Muriel ar Morvan. Un istor fentus gant yer speredek o tifenn ar gleud hag o chaseal al louarn (istorioù gwir dastumet gant ur vamm gozh a gendalc'h da labourat e-pad he vakansoù... kar kazetennerez eo !)

4- Ar gurunenn, Kristian ar Braz. Pa vez ar gurunenn kad da lakaat ur c'houblad da adskoulmañ liammoù karantez...

'Benn bloaz e vo kinniget pevar levr nevez skrivet gant Denise Le Franc (heuliad Pikez blev ruz hag Avanturioù Zett), Mai Ewen (War vordig Ster Izol), Mouk, gant Maiwen Morvan, ha Soñjoù du Mamm gozh gant Fulupig an Du. Peadra da c'hoarzhin, da gaout aon, da lenn gant plijadur...

Voir aussi :
Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....
[ Gwelout pennadoù all Kerne Multimédia]
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 1 multiplié par 0) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

  • newsletters Newsletters
  • rss Flux RSS - français
  • rss Flux RSS - breton
  • facebook ABP sur Facebook
  • twitter ABP sur X
  • youtube Chaîne Youtube ABP
  • Le blog du site web
  • 2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons